Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en egor) A dakadoù zo pell an eil diouzh egile. A-bell-da-bell e spurmanter ur bodad gwez treut. ES. a-dost-da-dost. 2. (en amzer) A vareadoù zo pell an eil diouzh egile. Ne zeue da welet e dud nemet un nebeud devezhioù a-bell-da-bell. [1954] N’ouzon ket pegeit ’zo, mabig, daoust ha ma ’z out bet savet ganin, ne vezes en-dro din nemet un toullad devezhioù a-bell-da-bell.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

N’ouzon ket pegeit ’zo, mabig, daoust ha ma ’z out bet savet ganin, ne vezes en-dro din nemet un toullad devezhioù a-bell-da-bell.

1954
Daveenn : VAZA p.74

War ar pemdez koulz ha d’ar Sul e veze war e benn un tog du a-vent gant ur rod karrigell, hag e[n]-dro dezhañ ul livitenn gant ur gravatenn wenn, met ne leme homañ, nag e roched kennebeut-all nemet a-bell-da-bell, pa teue da soñj dezhañ, e doare ma lavare an dud a-wechoù : « Ma ! klañv-moñs e tle bezañ kannerez Job ! ».

1954
Daveenn : VAZA p.116

[...] hag a-bell-da-bell ur bodadig tiez, pe gentoc’h krevier izel ha lous, gant un doenn soul hag ar mogerioù anezho graet gant plenk disliv, hag holl ken bresk da welout ma na vije ket bet ezhomm ur barr avel [barr-avel], nann da !... ur bramm hepken en divije gallet o diskar.

1955
Daveenn : VBRU p.40-41

Ofis publik ar brezhoneg