Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1659, 1732, 1850, 1878, 1923, 2016] Eus ur vro bell ; en ur vro bell. [1732] Baleet en deus e-pell-bro. [1850] A-bell-bro e teu. [1878] [...] rak ar re-se, ma ne chomont ket ganen-me, a vezo kaset a-bell-bro da vezañ soudarded d’ar republik [...]. [2016] Evite da vezañ deuet a-bell-vro, ar re-se ne oant ket dianaoudek a-grenn eus ar sevenadur gresian-ha-roman.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

a-bell-bro

1659
Daveenn : LDJM.1 pg de (loin)

baleet en deus e-pell-bro

1732
Daveenn : GReg pg climat (il avoyagé en des climats éloignez)

a-bell-bro e teu

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pell (-brô)

— Ne zalc’hin ganen nemet ar re a zo galvet da vont da Gastell d’an tennañ d’ar sort, hag ar re a zo bloaz pe zaou yaouankoc’h, rak ar re-se, ma ne chomont ket ganen-me, a vezo kaset a-bell-bro da vezañ soudarded d’ar republik, ha da ober e lec’h all ar pezh a rank ar soudarded ober dre amañ, en desped da zarn anezho marteze.

1878
Daveenn : EKG.II p.7

Gwa dezho ! e tigouezhas, war un dro ganto, en aber an Albis tri lestr o tont a-bell-vro.

1923
Daveenn : SKET p.97

Rak, evite da vezañ deuet a-bell-vro, ar re-se ne oant ket dianaoudek a-grenn eus ar sevenadur gresian-ha-roman.

2016
Daveenn : ILIAS p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial