Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.
Ha dezho kaout da vevañs kig-gouez, frouezh ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a vezañ bras, ha kaer, ha kreñv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol un hañv ha pevar-ugent o c’houlaouiñ ar c’hoadoù hag erc’h ur goañv ha pevar-ugent o sammañ an douar hag ar barroù-gwez.
bevañs
bevañs
Goude ehan Dakar e kaver ivez un tamm kemm er bevañs hag ar wech kentañ eo din tañva avaloù-orañjez glas Afrika ar c'hreiz, an orañjez-se ha na zerefe tamm ebet outo, a dra sur, an anv aouravaloù hag a zo bet unan bennak o klask reiñ d'ar frouezh-se.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bevañser