bez' en deus bet
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.
bez' e kanont
bez'
bez' ez eus
bez' ez eus tan en oaled
Bez' e oa c'hoari ar vell-droad ront, c'hoari ar vell-dorn-hirvoan (rugby), c'hoari barrinier, c'hoari skasoù, c'hoari maout, c'hoari brezel bihan ; bez' e oa eurvezhioù evit ober korfembregerezh : barenn stabil, barennoù kenstur, kordenn reut, lammoù krec'h ha lammoù pell ; bez' e oa c'hoari ar vazh, c'hoari savatenn, c'hoari ar c'hleze pe « eskrim », gant ur C'horsiad, Don Carli, da gelenner.
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
Ha bez' e c'helle ne zeuje ket ?
- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano ! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ? - Bez' ez oc'h ur vrav a stipadenn atav ! a deñsas ar c'hwitouz.
Bez' e voe war-nes degas war o enep ar Werc'hez Vari benniget-dreist, ha Dinamm, met ne zigoras ket e c'henou.