Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Maouez zo paeet gant kerent un den marv, evit leñvañ e-pad al lidoù kañv. Leñverezed a vezo karget da ganañ meuleudi an hini marv ha da ouelañ dezhañ. Ur veilhadenn gañv gant garmoù leñverezed. HS. gouelerez.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

leñverez

1850
Daveenn : GON.II pg gwélérez, leñvérez, lévérez

leñverez

1850
Daveenn : GON.II pg leñvérez, lévérez

Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.

1923
Daveenn : SKET p.14

Ha setu neuze o skiltrañ ar fleütadeg, garmadeg al leñverezed o sevel hag ahel ar c’hirri o wigourat : ambroug-kañv roue ar Garianed, o voustrañ ur wech ouzhpenn an douar genidik, eo a zibun dre ar maezioù didud.

1923
Daveenn : SKET p.14

Eno e krogomp gant al labour, hag en eil nozvezh tremenet eno em boe tu da welout ur veilhadenn-gañv, en-dro d'an tan, gant garmoù leñverezed.

1985
Daveenn : DGBD p37

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial