« N'eus forzh eus a belec'h, a Leon pe a Gerne [e ve], / Hep gouzout tiekaat[,] kemeret koumanant, / Goulenn kas an amzer, hep kaout ur begad skiant, / A oa daou berzh ker fall, ma kavas din oa ret / Reiñ dezhañ e c'houlenn da gentel d'e spered ; / Ha da ziskouez ouzhpenn ned eo ket ar madoù, / Deskadurezh trefoet, nag ivez kozh hunvreoù / Evit deskiñ aotrou, e daou na tri bloavezh, / Kerkoulz ha tieien zo ganet war ar maez. »
A-benn bloavezhioù hir ha niverus a labour aketus e komprenor marteze ar c'haniennoù hag an islonkoù, pe gentoc'h e c'hellor lavarout: ar goulakadur-mañ a zle bezañ gwir.
Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.
Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.
Ul labour tenn, start, ha poanius evit an ofiserien hag ar vartoloded, met ul labour n'helled ket tremen heptañ, anez-se koulz e vijet bet da c'hortoz ar peoc'h peurbadus, da lavarout eo bloavezh an erc'h du, gwerzhañ an holl vigi, bras ha bihan, da varc'hadourien kozh hernach.
Deut on er bed, tudoù, an dri warn-ugent a viz Ebrel (1) er bloavezh 1885, en ti melen bourc'h Priel, damdost da Landreger.
Evitañ d'ober gant ar brezhoneg ken brav, pa droe en e benn, sed amañ ur pennad eus al lizher skrivet gant E. Renan da baotr ar Roc'h, Narcisse Kellien, an dregont a viz Gouere er bloavezh 1879 : « Un idiome [...]».
Ur bloavezh, e welis e Landreger strollad ur oueletenn, eus Sant-Malo m’am eus soñj.
Luc'hed a bep neuz hag a bep doare : re gorvigellek, re skalfek, re skourraouek, a weler o sklerijenniñ a bep tu, muioc'h en un abardaez eget ne vez gwelet e Breizh e-pad meur a vloavezh.
Pa zeraou chantele Sant-Kaourintin da sevel diwar an douar, gant poan hag amzer, adalek ar bloavezhioù 1240, ez eus anezhañ a ranker lavarout, n'eo ket ar chanter gotek kentañ-holl e goueled Breizh marteze, met an hini kentañ war an ampl a-dra-sur.
Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.
Dre ma oant ul lodenn deus strategiezh al luskad evit ar gwirioù sivil e oant deuet da vezañ ur skouer er bloavezhioù 1950.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bloavezh-galaksienn