boaz
boaz
"boaz" g. ha gg.
"boaz" g. ha gg.
"boaz" g. ha gg.
boaz
Diouzhtu goude lein, e oa aet an daou vignon d'ober un dro : n'oant ket evit en em ober diouzh ar c'housk-ae [sic], boaz ar vro e-doug eurioù tommañ an deiz.
Ar breur Arturo en doa graet hent, evel boaz, gant ar breur Alano, ur Breizhad eveltañ, hag e geneil nemetañ, e gwirionez, daoust ma oa forzh Breizhiz all e-touez danvez[-]leaned ar gouent.
Gant e zaoulagad damc’hlas, e fri togn, e zivjod morlivet, e vouchig barv hag e vourrennoù gell-du e tenne, din da welout, d’ur paourkaezh yar beliet, d’ur gwaz abaf-tre ha diaked, ha tamm ebet ne oa ar mac’homer-se, ar bourev, ar c’hrouger kouerien ha studierien, ar c’hlouker gwad, evel ma rae dioutañ kelaouennoù ar gostezenn ruz, heñvel ouzh ur fallakr boaz, hervez ma lavar ar bobl em c’horn-bro, da laerezh, da wallañ, da lazhañ ha da lonkañ kirri-houarn.
Graet e oa bet din mont d’am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c’hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d’am bete.
Gant aon, moarvat, rak ankounac’haat boazioù hag hengoun ar fourgadennoù dre lien, ar c’haronennoù derv ha listri uhel-vourzh [uhelvourzh] gwechall e ranke an holl diwall dreist pep tra diouzh an tan-gwall, bez’ e veze bepred war bep lestr brezel Bro-C’hall, ha daoust ha ma veze gwerzhet chimik war vourzh, ur varikennig kouevr ruz kelc’hiet gant houarn, hag a luc’he koulz hag un dro-c’houzoug aour hag arc’hant e kerc’henn ur goantenn.
Ar penn-kêr a gav digarez da gentañ da lavarout ne oa ket a lec'h da reiñ un dic'haou, o vezañ ma n'emañ ket ar boaz d'hen ober war santier unan gwenn hag a zo war an troc'hañ gwez un tu bennak dre eno.
N'em boa ket desket c'hoazh boazioù ha doareoù seven Afrika !
Adarre ez eur lusket da soñjal e oa bet diazezet ar boaz-se gant chantele Sant-Kaourintin, ar skouer goshañ anezho.
Pa veze derc'houezourion apotikerezh e lavare din mont kuit, diouzh boaz, hag e prenne-eñ ar c'huzulva.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
boazadur