Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Gourdoniñ. Deskiñ ha boazañ ar bobl gristen. 2. Boazañ ub. da ober udb. : e lakaat da gemer ar boaz d'ober an dra-se. Boazet e oa bet ar maout da dourtañ evel-se. Boazet en doa e vugale da ober eveltañ. Arabat boazañ ar c'hi da zont en ti. II. V.g. 1. Boazañ en ul lec'h bnk. : dont da vezañ boas outañ. Boazan a rez er vro-se ? 2. Boazañ ouzh udb. : dont da vezañ boas ouzh udb. Boazañ a reer ouzh gwrez heol ar vro. III. Impl. dirak un av. BOAZAÑ DA OBER UDB. : kemer ar boaz d'e ober. Ezhomm en deus da voazañ da ganañ aliesoc'h. & ROUEZ BOAZAÑ OBER UDB. : kemer ar boaz d'e ober. Boazit eta degemer an dud a galon vat. IV. V. em. 1. EN EM VOAZAÑ OUZH UDB. : dont da vezañ boas ouzh an dra-se. En em voazañ ouzh trouz ar c'hirri-tan er straed. Bep un tammig en em voazas outañ. 2. EN EM VOAZAÑ DA OBER UDB. : kemer ar boaz d'ober an dra-se. Ar vartoloded en em voazas da vont da deuler o rouedoù pelloc'h-pellañ. HS. kustumiñ. ES. digustumañ, divoazañ.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

en em voaziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en em) boasi

boazañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')accoustumer

boazet

1732
Daveenn : GReg pg (s')apprivoiser

boazañ en ul lec'h

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, se plaire en un lieu.)

boazañ diouzh

1732
Daveenn : GReg pg (s')apprivoiser

Ac'hanta, boazañ a rit-hu amañ ?

1732
Daveenn : GReg pg habituer (Vous habituez-vous ici, vous plaisez–vous avec nous ?)

boazet en ul lec'h

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, se plaire en un lieu, pp.)

boazañ

1732
Daveenn : GReg pg habituer (accoûtumer)

boazet

1732
Daveenn : GReg pg habituer (accoûtumer, pp.), habitué

Boazit abred ho pugale da bidiñ Doue.

1732
Daveenn : GReg pg habituer (Habituez de bonne heure vos enfans à prier Dieu.)

en em voazañ

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude.)

boazañ diouzh un dra

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude.)

boazet diouzh un dra

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude, pp.)

em voazañ da bidiñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude.)

boeziñ

1850
Daveenn : GON.II pg boaza (Accoutumer. Habituer. S'accoutumer. S'habituer), boézein

boazañ

1850
Daveenn : GON.II pg boaza (Accoutumer. Habituer. S'accoutumer. S'habituer), boézein, bourra, pleûstra, plustra

Boazañ a rit-hu amañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg boaza (Vous habituez-vous ici ?)

Boazit abred ho pugale da bediñ Doue.

1850
Daveenn : GON.II pg boaza (Accoutumez de bonne heure vos enfants à prier Dieu).

en em voazañ

1850
Daveenn : GON.II pg boaza

n'hellan ket boazañ diouzh an arkrded anezhañ

1850
Daveenn : GON.II pg akrded

boazañ, boaziañ

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "habituer, s'_ ; pratiquer ; employer".

Eveshaat a reas ouzh ar gouennoù a zeuje diouto brasañ talvoudegezh da vab-den el labourioù-kêr pe er brezel, hag e voazas anezho da sentiñ ouzh mouezh pe jestr ha da boelladiñ war labourioù a bep doare dindan e renadur.

1923
Daveenn : SKET p.56

O boazañ a reas d’ober gant ar brageier, ha gant an doneg vilginek ha kougoulek evit ar goañv.

1923
Daveenn : SKET p.59

Al loened paket ha kaeliet evel-se a zoñveas tamm-ha-tamm ; boazañ a rejont a-nebeudoù da genvevañ gant an den.

1923
Daveenn : SKET p.55

E pe lec’h ha gant piv bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudoù bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel un enezenn e-kreiz ar c’hoummoù, evel ur menez en avel hag er c’houmoul.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

boazañ d’ober

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Prendre L’habitude de faire".

Boazañ a reas Vindosêtlos, diwar e bempet bloaz, d’ober bep beure tro an enezenn gant e gelc’hig.

1924
Daveenn : SKET.II p.21

En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

boazet

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boas

boazañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boas

boazen

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boas

boazañ diouzh

1931
Daveenn : VALL pg (s')accoutumer (à)

boazañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')accoutumer

boazañ da ober

1931
Daveenn : VALL pg (s')accoutumer (à faire)

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Tri miz 'zo emañ an dougerien o tiskuizhañ, ha ret eo o lezel adarre da voazañ ouzh o micher. Un nebeud devezhioù, hag e vo tu adarre da c'houlenn diganto krogadoù taer.

1985
Daveenn : DGBD p35

Notennoù studi

Roet eo ur stumm eus Bro-Wened e GON.II : "boézein".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial