Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. KORF. [1499, 1659, 1850, 1909, 1925, 1954, 1985] Lodenn grec'h diabarzh ar genou. [1925] Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont. [1985] Pegen c'hwek d'ar staon ar bananez kentañ a brenis eno ! Teuziñ a ra ouzh ar staon. Sistr kalet d'ar staon. 2. Dre ast., trl. (db. an dud o-unan) Ur staon figus : un den figus e-keñver ar boued. 3. Trl. skeud. (db. ar chas prl.) Hemañ zo du e staon : drouk eo. & Reiñ diwar e staon da ub. : terriñ e fas da ub.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

stañ

1499
Daveenn : LVBCA p188 (palais de la bouche)

staon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg staoûn

staon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg palais (de la bouche)

Ar vlaz en deus e sich kent e pennig an teod egit er staon.

1732
Daveenn : GReg pg goût (L'organe du goût reside plûtôt à la pointe de la langue, qu'au palais de la bouche.)

staon

1850
Daveenn : GON.II pg stavn (voyez "staoñ", premier article : dans les livres anciens, il est écrit "stafn" et "stavn").

staon

1850
Daveenn : GON.II pg stafn

staon

1850
Daveenn : GON.II pg stafn, pg "staoñ" (dans les livres anciens, il est écrit "stafn" et "stavn").

staon

1850
Daveenn : GON.II pg staoñ (palais, la partie supérieure du dedans de la bouche), stavn

stañ

1850
Daveenn : GON.II pg staoñ (palais, la partie supérieure du dedans de la bouche; en Vannes, "stañ").

« Pegen diaes eo bevañ ! Mat ! mat ! n'eus forzh a-se, / Lakaet em beus em fenn ne zrebin kig morse, / Tamm kig hiziviken ned ay dindan va staon, / Kentoc'h, m'en tou, va feiz ! e varvfen gant an naon. »

1867
Daveenn : MGK p83

staon

1909
Daveenn : BROU p. 423 (palais)

Dastum a rejont ur strollad eus ar skafioù bras-se a reer anezho « elerc’h », dre ma ’z eo ar staoñ hag an aros anezho e stumm gouzougoù ha pennoù elerc’h.

1923
Daveenn : SKET p.123

P’o deus bet klevet anv eus an aotrou person, ar valtouterien, peurvuiañ lañchennet-mat koulskoude, peg o zeod eus o staon, ha kuit ha buan. An aotrou person !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Hag a-hed ar pevar c’han diwezhañ ez eas en he hent e-kreiz ur vorlusenn ken tev ken eus penn-aros e vag e-lec’h m’edo en e sav na wele ket ar paotr ar penn-staoñ anezhi.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

— He ! he ! eme Jarlig kozh, an aval, marteze, ne oa ket ken trenk-se, marteze blazet mat da staon hon zad-kozh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Evit ar pezh a selle ouzh martoloded an div skouadrenn, blejal a rejont e Cherbourg koulz ha biskoazh Hurraaaah !... Vive la Russiiiiiie ! … ha Vive la Frrrannnce ! ken na teue staon ha korzailhenn da vezañ ken kras hag oaled an ifern, rak bep tro ma c’hoarveze d’ar c’hwiled-mañ bezañ a-gevret n’eus forzh pelec’h, ha forzh pegeit amzer, a-greiz-kalon e roent da grediñ ne oa ket stag an eil bro ouzh eben gant ereoù plouz kerc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.188-189

Hag ar c’houignoù ’ta fritet e soav maout krog emichañs da voutañ, hag a bege spontus ouzh teod ha staoñ !

1954
Daveenn : VAZA p.137

'Lies vo du da staon / Gant ar sec'hed, an naon, / Da gerc'henn barr gant skrij hag aon / Da galon sempl spouronet-holl.

1960
Daveenn : PETO p21

Da gement pred nemet tri zraig, / Magadur dreut, divlaz d’am staon : / Em skudell dour, holen, baraig. / Penaos, eta, terriñ ma naon ?

1960
Daveenn : PETO p28

Pegen c'hwek d'ar staon ar bananez kentañ a brenis eno ! Pegen melen ha saourus o c'hig ! Pebezh c'hwezh-vat ha pebezh blaz !

1985
Daveenn : DGBD p157

Ofis publik ar brezhoneg