I.
(db. an dud)
1. Zo eus an hevelep kerentiezh.
Un den kar. Bevañ etre tud kar. Un nebeudig tud kar ha mignoned a oa deuet da heuliañ e arched. An den-se zo kar din.
2. Dre skeud.
Zo heñvel ouzh ub., udb.
Mar plij dit ar pesked, neuze out kar din.
II.
(db. an traoù)
Zo eus an hevelep kerentiad.
Gerioù kar dre o stumm, dre o ster.
Ma vije koanteri kar tost da vadelezh, / Warc'hoazh[,] kentañ rafen [eo] skoulm ar briedelezh.
Ma vije koanteri kar tost da vadelez, / Warc'hoaz kenta rafenn skoulm ar briedelez.
1867
Daveenn :
MGK
p74
kar da
1931
Daveenn :
VALL
pg allié
Arabat ' chomfen en ho ser Pe a-hend-all, en ur pred berr, 'Barzh pell, e savfe bec'h, moarvat, War dud ho ti, a gement oad, En abeg din, estren pe gar, Ne vennan den lakaat war var.
Arabat ' c'homfen [sic] en ho ser Pe a-hend-all, en eur pred berr, 'Barz pell, e savfe bec'h, moarvat, War dud ho ti, a gement oad, En abeg din, estren pe gar, Ne vennan den lakaat war var.
1960
Daveenn :
PETO
p25
Diouzh tu ar merc'hed e oa kar Mamaino d'ar familhoù mpongwe, ha diouzh an tu all e vije a wad portugalat ha saoz, hervez.