Rak, mar domp ["mard omp"] ar gerent tostañ, hor c’herentiezh a zo skoulmet war ar pempvet pe ar c’hwec’hvet brank hag, ouzhpenn, Kervetouz a zo kalz tostoc’h eget Lanurgad ouzh Karreg-al-Laouarn, hag amañ n’eo ket al labour eo a vank.
Daoust hag-eñ ne dennan ket un nebeudig da vrasañ oristal em c'herentiezh ?
Hemañ a c'hoarie un dra bennak gant e c'har, hag o vezañ ma'z oa ivez Jakez e anv badez, pa veze ezhomm d'ober un diforc'h etrezo o-daou, em c'herentiezh hag ivez er barrez a-bezh, e veze graet diouto Jakez Vras ha Jakez Vihan, hag aliesoc'h c'hoazh Biz Kamm ha Gargamm.
Kaer o deveze tad, kendirvi, tintined, breudeur hag holl vagad he c’herentiezh beogal, gwic’hal, harzhal, mallozhiñ ha zoken skeiñ ganti, d’ober o devoa gant un houadez ken douget hag i d’ober he fenn hec’h-unan, ha lidet e voe ’ta an eured.
Pa fell d'ar vorianed diskouez ar gerentiezh rik a zo etrezo e klokaont o doare-lavar evel-henn : "breur memes tad-memes mamm", "breur memes tad" pe "breur memes mamm".
Meur a skouer all eus ar gerentiezh-se a vo betek dibenn ar Grennamzer.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kerent-kaer