Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. Er-maez. Diabarzh, diavaez, ne gavan nemet dañjer. Daouzek aoter harpet ouzh ar voger, darn anezho diabarzh ha darn all diavaez. 2. Stn. Zo er-maez. An tu diavaez. Brezel diavaez. [1878] [...] hag e lammis er park en tu diavaez d’ar porzh kloz. [1943] [...] diouzh an tu bolzet, an tu diavaez eus ar c'harlantezad. 3. Stn. A zeu eus an diavaez. Beleien diavaez a vez eno evit se. 4. Tr. adv. WAR ZIAVAEZ : troet war an diavaez. E dreid gantañ war ziavaez. II. Ar. Er-maez eus. Mont a reas pell diavaez ar vro. Edo e c'hoar diavaez an ti. Ar bannieloù o nijal diavaez an ti. ES. diabarzh.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

ar foar diavaez

1732
Daveenn : GReg pg for (Le for exterieur.)

Ar foar diabarzh a zo an tribunal eus ar govesion : hag ar foar diavaez eo hini an dud a lez.

1732
Daveenn : GReg pg for (Le for interieur est le Tribunal de la Confesion : le for exterieur, celui des Magistrats.)

Ul lamm a ris war ar c’hraou a zo e soul, ha d’ar red ez is a-hed an doenn hag e lammis er park en tu diavaez d’ar porzh kloz.

1878
Daveenn : EKG.II p.140

tud diavaez

1909
Daveenn : BROU p. 223 (personnes du dehors, étrangères à la famille) p. 235 (pour étranger au pays on dit estranjour)

Ar wech-mañ, Saig Jelvest — tud diavaez gantañ oc’h ober douar patatez — a oa ret dezhañ chom er gêr, ne oa ket evit dilezel e di.

1925
Daveenn : BILZ2 p.139

tu-ha-tu diavaez

1931
Daveenn : VALL pg (angles) alterne(s externes)

diavaez

1931
Daveenn : VALL pg apparent

Un dra all a zo da deurel evezh outañ : emañ ar c'hondonioù dalc'hmat, koulz lavaret, diouzh an tu bolzet, an tu diavaez eus ar c'harlantezad.

1943
Daveenn : TNKN p86

Sachañ war an divjod gant e zaou viz ; ha skeiñ taolioù reolenn war-du diavaez an dorn.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

C'hoariit an dro d'an absidenn hag e weloc'h an efed diwar an aozadur-se : ar chapelioù, e-lec'h bezañ pep a egorenn damgloz warni hec'h-unan a zo digor bras war an hent-tro, dizisparti, ha n'int netra nemet kleuzennoù ampl a ra d'ar voger diavaez gwagenniñ

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial