tortad
Hogos bemnoz e veze ivez martoloded all o prejañ war hol listri-ni, ha hervez ar reolenn peb a dortad a rankent ober, rak ur wech e tichañsas din klevout hon eilgabiten o kenteliañ ar ganol[i]erien oc’h ober ouzh taol war-dro kouvidi an deiz-se ; « ha taolit pled, paotred, emezañ, mar gwelan unan hepken eus ho mignoned estren e-tailh d’ober goude koan ur gammed war ar pont kuit a ruilhal raktal a-hed e gorf, kraouiet e viot ganin holl gwitibunan ! »