Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. TRA MA. 1. E-pad ma. Tra ma vleine ar c'harr e selaoue ar skingomz. Evezhiañ a ra ar vugale tra ma vez o lenn. HS. e-doug, e-keit, e-kerzh, endra. 2. Keit ha ma. Tra ma vo labour e chomin er vro-mañ. II. Troienn a dalvez da c'heriañ ur c'houlezadenn. Mont a ra stad broioù pinvidik war wellaat tra ma'z eo fall hini ar broioù paourañ.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

tra 'bad-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tra (-bad-sé)

tra

1850
Daveenn : GON.II pg dré

tra

1850
Daveenn : GON.II pg trâ

tra vevo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg trâ

tra mor, tra Breton

1850
Daveenn : GON.II.HV pg trâ

E Bro-C'habon e kaver ivez lec'hioù kalz donoc'h en aberioù eget el lec'h ma tigoront er mor (21 m. dindan an izelvorioù izelañ en ul lec'h, tra ma 'z eo war-dro 4m. an donder dre vras [dre-vras]).

1943
Daveenn : TNKN p21

Me ‘zo erru kozh-kozh, met tra ma vin bev, m’hoc’h heuilho gant esper…

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Hejañ a rae unan e benn, a-zehou [sic, a zehou] da gleiz hep ehanañ, tra ma talche egile e zorn war e c'henou.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Tra ma noazo outañ ken e gure fall, / Hor peuriñ 'vo ken berr ha gant saout ar menez / Dalc'hmat o lipat mein hag o krignat ar brug / E-touez ar c'herreg noazh hag al lann gouez a lug.

1960
Daveenn : PETO p32

Deoc'h-c'hwi holl 'vin amañ feal / Hep ma ve ganin-me keal / D'ho kuitaat na d'ho tilezel / Daoust d'an arnev ha d'ar brezel. / Eus ho feiz e vin ar c'hlaouenn / Tra ma paro he sklêrijenn / E strad don ho teñvalijenn.

1960
Daveenn : PETO p25-26

Ne oan ket prederiet gant va c'hof, rak soñjal a rae din e vije bet graet an dro en ur ober ur peder eur bennak hepken, tra ma padas tost d'un hanter pelloc'h.

1985
Daveenn : DGBD p68

Tra ma'z ae Bradshaw, e sellas an noter ouzh e eurier.

2012
Daveenn : DJHMH p.71

Hed hollek iliz Kemper ne dizh ket kant metr tra ma 'z eus kant ugent en hini Pariz, kant daou-ugent en hini Reims, Lincoln e Breizh-Veur zo 146 metr enni ha York 158 m.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p.5

Mont a ra Koula d'he burev tra ma tremenan-me dre ar c'hafedi da evañ ma banne kafe.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Tra ma kroge ar re gentañ da bignat en he bagon e tiflipas betek he c'hombod, serriñ an nor ha sachañ ar gouelioù-stign d'an traoñ.

2023
Daveenn : DREAM p. 109

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial