Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

G. pouez. didon (goude ur v., un ar. displ. pe un anv- ur rag.- degaset gant ho pe hoc'h Ger a greñva merk an eil gour lies. Ne chomot-c'hwi ket amañ a-hed an deiz ! C'hoarvezet eo abalamour deoc'h-c'hwi. Gwelloc'h eo ho hini-c'hwi. HS. hu.

Skouerioù istorel : 
32
Kuzhat roll ar skouerioù

Imprimit-chwi ar goulioù, / Ma itron en hor c'halonoù, / Hag ar basion vras hag ar gloazioù / [ma vent] Dirak bepred hor speredoù.

1622
Daveenn : Do. p62

Ho mab-c'hwi a voe gouliet, / Evidomp-ni krusifiet. / Lakait em memoar da garet / E basion em c'halon naet.

1622
Daveenn : Do. p62

Pedafin oc'h-c'hwi bet leket er bed-mañ

1622
Daveenn : Do. p8

en ho ti-c'hwi

1732
Daveenn : GReg pg à (votre maison)

digant-c'hwi

1732
Daveenn : GReg pg de (vous)

Bugale, tud diwar ar maez, / Setu lavar al labouz kaezh, / Al labousig n'en deus netra / Nemet e askell da nijañ, / Nemet e gan da veuliñ Doue, / Nemet e galon, e ene / Da garet e vamm hag e dad, / Kement tra zo, kement zo mat ; / D'ho karet c'hwi, bugaleigoù, / Aelez war barlenn o mammoù.

1867
Daveenn : MGK p110

Ho mammoù keizh, petra rafent / Ho tioueret-c'hwi ma rankfent ?

1867
Daveenn : MGK p110

Petra rafac'h-c'hwi hoc'h-unan, / Bugale, mar kollfac'h ho mamm ?

1867
Daveenn : MGK p110

Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.

1867
Daveenn : MGK p119

Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, / N'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud.

1867
Daveenn : MGK p18

deuit-c'hwi ganin-me d'ar c'hambrjoù da choaz ar c'haerañ ma abijoù

1874
Daveenn : GBI.II p374

Demat deoc'h-c'hwi ma c'harantez !

1874
Daveenn : GBI.II p100

demat deoc'h-c'hwi fourdelizenn

1874
Daveenn : GBI.II p142

na demat deoc'h-c'hwi intañvez

1874
Daveenn : GBI.II p548

demat deoc'h-c'hwi-holl Plegadiz

1874
Daveenn : GBI.II p484

demat deoc'h-c'hwi ma mab kloareg

1874
Daveenn : GBI.II p362

demat deoc'h-c'hwi-holl Benac'hiz

1874
Daveenn : GBI.II p484

ma zadig paour, it-c'hwi d'ar gêr ha lezit ar justis d'ober he dever

1874
Daveenn : GBI.II p422

digasit-c'hwi ganeoc'h ma abijoù kaerañ ha lakait anezhe da'm c'hoarig yaouankañ

1874
Daveenn : GBI.II p8

Hon Tad Santel ar Pab, emezañ en ur achuiñ, en deus staget ac’hanon ouc’h eskopti Leon : ken na dorro va chadenn e chomin stag ouc’h eskopti Leon, ha n'eo ket ho lezennoù-c’hwi eo a viro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

Mes hor gouelioù-ni ne vezint ket heñvel ouzh ho re-c’hwi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.175-176

Guir a livirit ; mez va fried a zo grignouz an tamnn anezhi. Ma klefe e ven bet oc’h eva eur banne epken zoken ganeoc’h c’houi, e c’helfen kaout fest ar vaz varc’hoaz vintin, en eur digouezout er gear.

1877
Daveenn : EKG.I. p.218-219

Mammoù ho soudarded-c’hwi a ouelo d’o bugale marv dre amañ ? Ha mammoù hon tud yaouank-ni, lazhet ganeoc’h, petra a livirint ? Daoust ha mammoù Breizh-Izel n’eus ket a galon en o c’hreiz ?

1878
Daveenn : EKG.II p.63

Mes a-raok ez eomp da viret ouzhoc’h-c’hwi da gemeret an tec’h, pe da reiñ dorn dezho e ken kaz ma teufent da enebiñ.

1878
Daveenn : EKG.II p.67

deoc'h-c'hwi

1909
Daveenn : BROU p. 253

Evidoc’h-c’hwi, d’ar Gwenved ez eot ; va div c’hoar ha me, avat, n’ouzomp ket da belec’h ez aimp.

1923
Daveenn : SKET p.104

Ya ! d'ho kwelout, c'hwi !

1949
Daveenn : SIZH p.49

- ...Un eurvad hep e bar [sic, "he far"] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m'eo bet ho chañs-c'hwi.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Perak oc'h-c'hwi ken rust, perak ?

1960
Daveenn : PETO p44

A ! ganeoc'h-c'hwi ma c'hoarvezfe Koll ho puhez pe ho frankiz, Pebezh gwalleur deomp e vefe Hag hor befe keuz ha langis.

1960
Daveenn : PETO p24

Deoc'h-c'hwi da sevel ha da vrudañ dre ar mediaoù ul lid e-lec'h ma vo roet un trofe d'ar re o deus tapet ar maout -evel ma vez roet ar "Y'a bon awards" d'ar ouennelourien, pe ar "Big Brother awards" evit ar re az a a-enep frankiz ar mediaoù-.

2015
Daveenn : DISENT p56

Deoc'h-c'hwi da raksoñjal en traoù nevez ha dic'hortoz a vo da lakaat e pleustr evit ma teufent war o c'hiz hag evit ma vefont kendrec'het da reiñ muioc'h a bouez c'hoazh d'an darvoud savet ganeoc'h -plas ha hirder ar pennadoù roet d'an afer er c'heleier-

2015
Daveenn : DISENT p79

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial