A. (dirak un av.)
1. [1732, 1867, 1960] Termen a dalvez da c'heriañ ar pezh a zeuy udb. da vezañ mar ne c'hoarvez ket an dra-mañ-tra, ar pezh a c'hoarvezo gant ub. mar ne ra ket an dra-mañ-tra.
[1732] Anez mont hoc'h-unan
Anez ober an dra-se e vo kollet pep tra. Ar c'horf, anez bezañ maget, n'en defe ket a nerzh a-walc'h da labourat. Anez labourat n'ho po tamm.
[1867] Gwellañ zo al labour da baour, da binvidig, / Anez, dindan tro 'n heol, an den zo reuzeudik.
[1960] O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kilañ ur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.
2. Trl.
Rankout ober udb. anez ( + av.) : rankout ober an dra-se ma ne venner ket e c'hoarvezfe udb.
Un druez eo e rankfed kaout soñj eus kement kraf zo, anez bezañ en arvar da vezañ tapet berr. Rankout a reas heuliañ kement diviz, anez gwelet al lez-varn o terriñ ar prosez.
3. [1867, 1927] Hep.
[1867] Ne baoueze ket [ar big] da chaokat / Ha da lavaret : -Boued din, boued ! / Boued da Vargod en he c'haoued !- / Hag anez kaout da gorfata / Beg Margod a voa ar frankañ. [1867] Kaout barv bouc'h zo divalav / Oc'h groñj pennoù a zo divoued ; / Ur vezh int d'ar re o dougen, / Anez kaout skiant, furnezh, chemet.
[1927] Anez ober.
B. Tr. stl. isur.
1. [1732, 1867, 1927] ANEZ MA : panevet.
[1732] Dibaot siminal a voged / Anez ma vez tan en oaled.
[1867] An tammig prezeg-mañ, displeget gant furnezh, a voe tost da stagañ, a-zispilh ouzh an drez, pennad ar goulm skañvbenn, hag anez ma oa hedro, anez ma he doa c'hoant mont da welet ar vro, ne vije ket aet diouzh ar gêr.
[1927] Anez ma ve.
2. (dirak ur v. en e st. nac'h)
ANEZ NA : hep na.
Dibaot siminal ne voged / Anez na vefe tan en oaled.
« Kaout barv bouc'h zo divalav / Oc'h groñj pennoù a zo divoued ; / Ur vezh int d'ar re o dougen, / Anez kaout skiant, furnezh, chemet. »
» Kaout baro bouc'h zo divalo / » Oc'h gronj pennou a zo divoed ; / » Eur vez int d'ar re ho dougenn, / » Anez kaout skiant, furnez, chemed.
1867
Daveenn :
MGK
p131
Gwellañ zo al labour da baour, da binvidig, / Anez, dindan tro 'n heol, an den zo reuzeudik.
Gwella zo al labour da baour, da binvidik, / Anez, dindan tro 'nn heol, ann den zo reuzeudik.
1867
Daveenn :
MGK
p82
Ne baoueze ket [ar big] da chaokat / Ha da lavaret : -Boed din, boed ! / Boed da Vargod en he c'haoued !- / Hag anez kaout da gorfata / Beg Margod a voa ar frankañ.
Ne baoueze ket [ar big] da chaogat / Ha da lavaret : -Boed d'in, boed ! / Boed da Vargod enn he c'haoued !- / Hag anez kaout da gorfata / Bek Margod a voa ar franca.
1867
Daveenn :
MGK
p21-22
An tammig prezeg-mañ, displeget gant furnezh, a voe tost da stagañ, a-zispilh ouzh an drez, pennad ar goulm skañvbenn, hag anez ma oa hedro, anez ma he doa c'hoant mont da welet ar vro, ne vije ket aet diouzh ar gêr.
Ann tammik prezeg-ma, displeget gant furnez, a voe tost da staga, a-zispill oc'h an drez, pennad ar goulm skanv-benn, hag anez m'oa edro, anez ma e doa c'hoant mont da welet ar vro, ne vije ket eat euz ar gear.
1867
Daveenn :
MGK
p18
M’hor beus ranket tec’het, eo abalamour ma n’oa ket a armoù etre hon daouarn evel a zo etre daouarn soudarded Canclaux ; anez, hag e vijent bet pevar ouc’h [ouzh] unan, e vijemp deuet a-benn anezho.
M’hor beuz ranket tec’het, eo abalamour ma n’oa ket a armou etre hon daouarn evel a zo etre daouarn soudarded Canclaux ; anez, hag e vichent bet pevar ouc’h unan, e vichemp deuet a-benn anezho.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.102
anez ober
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg anez (à moins de faire)
anez ma ve
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg anez (s'il n'est pas, à moins qu'il ne soit)
« Kement tra a savo a-us d'an douar a vezo dit, tier, girzhier, gwez, trevadoù : me ne c'hallin ket da gas kuit anez paeañ dit talvoudegezh da beadra ha da labourioù. »
« Kement tra a savo a-us d'an douar a vezo d'it, tier, girzier, gwez, trevadou : me ne c'hallin ket da gas kuit anez paea d'it talvoudegez da beadra ha da labouriou. »
1944
Daveenn :
EURW.1
p9
O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kilañ ur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.
O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kila eur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.