I.
Ar.
(dirak un ak., ur rag.)
[1867, 1909] ANEZ (DA) : panevet.
[1867] Ne vije bet damant d'he lêr, / Anez ar goulmig wenn lavaras d'an heizez. [1867] Kement penn hini er [an azen] gwele / 'Vel a-raok an diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijed c'hoazh, / Anez e skouarn a zifoupas, / En un taol, he begig er-maez.
[1909] Anez da se.
&
[1850, 1867] Hep.
[1850] Anez kement-se ne oa netra c'hraet. [1867] Ar bed-mañ a zo kozh, kozh-kozh, a lavarer; / Ha koulskoude atav an den ne vez furaet, / Anez gant marvailhoù e gelennañ ervat.
II.
Adv.
1. [1732, 1878, 1927, 1931] Ent krenn (e dibenn ul lavarenn)
[1732] An onestiz a c'houlenn e raemp meur a dra, pere ne raemp ket anez. An onestiz a c'houlenn kalz a draoù diganeomp pere ne raemp ket anez. [1732] An dereadegezh a c'houlenn kalz a draoù diganeomp pere ne raemp ket anez. [1732] An dereadegezh a c'houlenn e raemp meur a dra, pere ne raemp ket anez. [1878] Piv bennak e vec’h, e teuit a-berzh Doue. Deuit da reiñ sikour d’an neb en deus poan hag a varvo amañ anez.
[1927] Anez. [1931] Anez.
2. (dirak ar rn. v. "e") [1850, 1877, 2015] A-hend-all.
[1850] Anez e oac'h kollet.
[1877] Abalamour da se e pedan ac’hanoc’h da zigas din soudarded, ha digasit din muiañ ma c’hellfet, rak anez e c’hellomp bezañ holl lazhet amañ.
[2015] Arabat lezel anezhe da fuiñ, anez e vo heuliadoù grevus.
HS. e-giz-all, e-mod-all.
3. Tr. adv.
[1909, 1931] ANEZ (DA) SE : paneve an dra-se.
[1909] Anez da se. [1931] Anez-se.
&
[1931] Pe anez : peotramant.
[1931] Pe anez.
Daveenn :
GON.II
pg anéz (Sans cela, il n'y avait rien de fait.)
Ne vije bet damant d'he lêr, / Anez ar goulmig wenn lavaras d'an heizez.
Ne vije bet damant d'he ler, / Anez ar goulmik-wenn lavaraz d[']ann heizez.
1867
Daveenn :
MGK
p48
Ar bed-mañ a zo kozh, kozh-kozh, a lavarer; / Ha koulskoude atav an den ne vez furaet, / Anez gant marvailhoù e gelennañ ervat.
Ar bed-man a zo koz, koz-koz a lavarer, / Ha koulskoude atao ann den ne ve fureat, anez gant marvaillou he gelenna er-vad.
1867
Daveenn :
MGK
p4
Kement penn hini er [an azen] gwele / 'Vel a-raok an diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijed c'hoazh, / Anez e skouarn a zifoupas, / En un taol, he begig er-maez.
Kement penn hini her [ann azen] gwele / 'Vel a-raok ann diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijet c'hoaz, / Anez he skouarn a zifoupaz, / Enn eunn taol, he begik er meaz.
1867
Daveenn :
MGK
p61
N’oa ket evit bezañ krisoc’h eget n’oa bet betek neuze, rak anez me 'gred e vije bet.
N’oa ket evit beza krisoc’h eget n’oa bet betek neuze, rak anez me gred e viche bet.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.106-107
— Eo, un Doue a zo, eme an aotrou kozh, o skrignal e zent, rak anez ne c’helljen ket kaout kement a zrouk outañ.
— Eo, eun Doue a zo, eme an aoutrou koz, o skrignal he zent, rag anez ne c’helchenn ket kaout kement a zrouk outhan.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.61
Mont a rae a-hed an hent en ur jilgammat ; bep paz a rae, ez ae war he fenn, ar baourez kaezh, hag, anez he bazh, pell a yoa e vije kouezhet d’an douar.
Mont a rea a-hed an hent en eur jilgammat ; bep paz a rea, ez ea var he fenn, ar baourez keaz, hag, anez he baz, pell a ioa e viche kouezet d’an douar.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.193
Ne welent nemet unan, mes ar re-all a ranke bezañ tost, anez, Filip Kerangeven n’en divije ket tec’het.
Ne velent nemed unan, mez ar re-all a ranke beza tost, anez, Philip Kerangueven n’en diviche ket tec’het.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.302
Abalamour da se e pedan ac’hanoc’h da zigas din soudarded, ha digasit din muiañ ma c’hellfet, rak anez e c’hellomp bezañ holl lazhet amañ.
Abalamour da ze e pedan ac’hanoc’h da zigas dign soudarded, ha digasit dign muia ma c’helfot, rak anez e c’hellomp beza-oll lazet aman.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.312
Oh ! ya, ret eo e ve ur varnedigezh all war-lerc’h ar vuhez-mañ, rak anez e ve re vrav, e gwirionez, bezañ dispac’her, pe republikan, mar kavit gwell.
Oh ! ia, red eo e ve eur varnedigez-all varlerc’h ar vuez-man, rak anez e ve re vrao, e guirionez, beza dispac’her, pe republikan, mar kavit guell.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.54
Me ’gred ne ouient ket anaout an Aotrou Krenn, rak anez o divije er c’haset ganto.
Me gred ne gouient ket anaout an Aoutrou Cren, rag anez o diviche her c’haset gant-ho.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.83
— Sell ’ta, emeve din va-unan ; gleb on hag amañ ez eus un tan bras, koulz eo din sec’hañ va dilhad a-raok mont kuit, rak anez e vezin skornet a-raok warc’hoazh vintin.
— Sell-ta, eme-ve dign va-unan ; gleb oun hag aman euz eun tan braz, kouls eo dign sec’ha va dillad araok mont kuit, rak anez e vezign skournet araok varc’hoaz vintin.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.31
— Treiñ a ris war va c’hof da sellet e ginou ar puñs, ha goude bezañ lakaet va dorn war va skouarn evit selaou gwelloc’h, e klevis ar c’homzoù-mañ : — Piv bennak e vec’h, e teuit a-berzh Doue. Deuit da reiñ sikour d’an neb en deus poan hag a varvo amañ anez.
Trei a riz var va c’hof da zellet e ginou ar punz, ha goude beza lakeat va dourn var va skouarn evit selaou guelloc’h, e kleviz ar c’homzou-man : — Piou bennag e veac’h, e teuit a berz Doue. Deuit da rei sikour d’an nep en deuz poan hag a varvo aman anez.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.49
Koue[zh]et e[o] warnon ma fec’hed / Gant kreñvoc’h 'viton ‘c’h on lardet / Yannig, ma far, groet hoc’h eus fall. / Klemm ha hirvoudiñ, tra na dal' ; Mard e[o] ho laeroñsi gwirion, / Hastet mont da ga[ou]t ar person ; / Anez dic’haouiñ prim ‘m eus aon, / E vezo amañ glaz ha kañv ! /
Koueet e warn-on ma fec’het / Gand krenvoc’h ‘wit-on ‘c’h on lardet / Ianik, ma far, groet hoc’h euz fall. / Klemm ha hirvoudi, tra na dall ; Mar-d-e ho laeronsi gwirion, / Hastet mont da gat ar person ; / Anez dic’haoin prim ‘m euz aon, / E vezo aman glaz ha kaon ! /
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
anez da se
anez da ze
1909
Daveenn :
BROU
p202 (sans cela)
Evurus eo bet, ma oa eno ar person, anez da se, Bilzig a vije bet infamet gant ar c’hi, diframmet dezhañ e dammoùigoù dilhad ha tammoù mat eus e groc’hen.
Evurus eo bet, ma oa eno ar person, anez da se, Bilzig a vije bet infamet gant ar c’hi, diframmet d’ean e dammouigou dilhad ha tammou mat eus e groc’hen.
— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…
— Ya, ya, kasit anean d’an hospital : bravoc’h e vo d’ean eno, ha c’houi ho po unan a nebeutoc’h da vaga… Anez da ze ?… Dour ho po da eva, dour a zo er puns. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)
— En gwirionez — hag e zorn a oa war benn ar paotr — hemañ eo an hini en deus savetaet buhez ho merc’h, itron. Anez [dezhañ]… Sunet en deus ar bulum.
— En gwirione — hag e zorn a oa war benn ar pôtr — heman eo an hini an neus savetaet buhe ho merc’h, itron. Anez han… Sunet an neus ar bulum.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.120
— Ar plac’h n’ouzer ket piv eo : e wreg ? e serc’h ?… Anez [dezhi], Koatanlem a vije bet bac’het.
— Ar plac’h n’ouzer ket piou eo : e wreg ? e zerc’h ?… Anez-hi, Koatanlem a vije bet bac’het.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.131
anez
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg anez (si ce n'est, sans, sans cela)
anez
1931
Daveenn :
VALL
autrement
anez
anes
1931
Daveenn :
VALL
autrement
anez-se
anes-se
1931
Daveenn :
VALL
autrement
pe anez
1931
Daveenn :
VALL
autrement
Arabat lezel anezhe da fuiñ, anez e vo heuliadoù grevus.