Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"
— « Ker spontus-se e oa an trouz ? » — « Spontusoc’h eget ne lavaran deoc’h. Pignet e oan d’ho kambr. » — « Ha bet oc’h e-barzh ? — « N’on ket, peogwir n’hoc’h eus ket respontet ac’hanon. »
— « Unan a bemp ? Unan a bemp ! O ! la ! la ! Unan a zek am eus roet bremaik evit unan a bemp. » — « Tanpir evidoc’h ! » — « Tanpir evidon ? Mat, tanpir evidoc’h ivez. Dal ! Kemerit pe diouerit ! Dek lur a zo e-barzh. » — « N’eus nemet pemp, pemp ! »
Ur c'hreñvlec'h ?... Edo an Enebour e-barzh, koulskoude. Mousc'hoarzhin a rankas ar breur Arturo o soñjal e komzoù kuzulik e genskoliad.
Ar gwener [Gwener] beure-mat e lavaras din va mamm-gozh : « Kae, mabig, d’an iliz da bediñ dirak an Itron Varia Lourd ; mar plij d’ar Werc’hez Santel e teufe Ann-Mari e-barzh, mont a raimp holl du-hont da vloaz evit he zrugarekaat ». Sentiñ a ris raktal outi.
Bep un tamm koulskoude e teuen adarre e-barzh hag ez ae an traoù war zresaat ganin.
Daou vorian a zo aet e-barzh betek o c'hof hag a furch anezhe gwashañ ma c'hallont.
Distreiñ a ran d'am burev gant startijenn glañvidik un den a zo bet stroñset[-]don hag a glask koustet a gousto ober un dra bennak evit addont e-barzh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
e-barzh