Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

ROUEZ, GALLEK. [1576] Boemiñ, bezañ boemet. [1576] « Hag [d'en em varvailhañ a rez] ivez war an ornamantoù anezhañ pere ned int nemet evel poultr a ya gant an avel, hag evit-se ez tleez mui da ebaisañ ouzh kontempliñ an neñv hag an douar hag ar mor ha kement zo enne. »

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

[«]Hag ivez [d'en em varvailhañ a rez] war an ornamantoù anezhañ pere ned int nemet evel poultr a ya gant an avel, hag evit-se ez tleez mui da ebaisañ ouzh kontempliñ an neñv hag an douar hag ar mor ha kement zo enne[.»]

1576
Daveenn : Cath p7

6. Pan he devoe disputet kalz doktamant ar mister a'n inkarnation a vab Doue, Kezar a voe meurbet ebaiset, ha ne c'halle ket respont dezhi[.]

1576
Daveenn : Cath p8

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Daveenn : Cath p8

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial