Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. A. (db. an hentoù) Troc'hañ berr : bezañ bihanoc'h e hed eget hini un hent all. B. Dre skeud. 1. Mont berr : stagañ diouzhtu gant danvez ur gaoz end-eeun. & Delc'her berr war, gant ub. : e evezhiañ a-dost evit mirout a ober traoù zo, a ren ur vuhez direizh. & Bezañ paket berr : bezañ re nebeut amzer gantañ evit gallout dont a-benn. & Bezañ paket en ur pleg berr, Bezañ berr war e sparl : bezañ tapet en un enkadenn. 2. (db. ar c'homzoù) Lavaret berr : displegañ gant nebeut a c'herioù. & Trl. (distag diouzh e genarroud) Evit lavaret berr, en ur ger berr : troienn a implij ar gomzerien evit klozañ o fennad kaoz. Displijout a rae mui-ouzh-mui d'ar roue hag, evit lavaret berr, e voe kaset kuit eus al lez. & Troc'hañ berr, trein d'ar herrañ : lakaat buan termen d'ar gaoz. & Komz, lavaret, respont krak-ha-berr*. Lavaret em eus dezhi krak-ha-berr ned afen ket di. & Tevel berr : krenn. 3. Sellet berr : sellet a-dost. 4. Trl. skeud. Sellet berr : mirout a zispign. [1954] Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn [...]. & [1954] Darn, eme an dud, a sell gw[a]ll verr ouzh o bleud hag ouzh o brenn ; houmañ 'vat a sile ar yod, evel ma lavarer, dre lostenn hec'h hiviz.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

ober berr

1732
Daveenn : GReg pg coupper (court)

evit troc'hañ berr

1732
Daveenn : GReg pg (pour fair) court (en bref, en peu de paroles)

troc'hañ berr

1732
Daveenn : GReg pg abreger

tavit berr

1732
Daveenn : GReg pg (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

An heizez kennebeut ne deu ket da skuizhañ / O terc'hel 'r chaseer war he lerc'h da skarañ, / Evit reiñ d'ar razh amzer / Da dennañ eus ar sac'h ar vaot, warnezhi berr.

1867
Daveenn : MGK p49

Ar c'hentañ, du e lêr, zo evel ur morian ; / An eil zo berr he fri ; hennezh, genoù ledan. / Evit lavaret berr, koant on ha yaouank c'hoazh ; / Amzer, amzer am beus da zibabañ ur gwaz.

1867
Daveenn : MGK p55-56

Setu aze va huñvre, displeget e berr.

1929
Daveenn : SVBV p.18

speredet berr

1931
Daveenn : VALL pg (qui a l'esprit) borné

evit troc'hañ berr

1931
Daveenn : VALL pg bref (en un mot)

derc'hel berr gant ub.

1931
Daveenn : VALL pg (tenir en) bride

derc'hel berr war sugelloù ub.

1931
Daveenn : VALL pg (tenir en) bride

derc'hel berr war ub.

1931
Daveenn : VALL pg (tenir en) bride

An abad a droc'has berr hag a choukas ac'hanomp er c'harroñs peder rod en doa feurmet.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Darn, eme an dud, a sell gwell [sic, gwall] verr ouzh o bleud hag ouzh o brenn ; houmañ 'vat a sile ar yod, evel ma lavarer, dre lostenn hec'h hiviz.

1954
Daveenn : VAZA p.18

Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.

1954
Daveenn : VAZA p.36

Mare-mare am boa klasket reiñ dezho ur blantenn iskis bennak, had diwar bleunioù souezhus, ur skourrig da blantañ diwar ur wezenn-roz nevez he gouenn, rak atav e vezen troet d'an eksotelezh ha ne sellen ket berr ouzh an dispign, met ne blije ket dezho, zoken ma ne gredent ket, er penn-kentañ ato, lavarout nann.

1992
Daveenn : EAZB p. 102

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial