Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. [1732, 1904] Evel ma tere, evel zo dleet. Hennezh a oar labourat a-feson. HS. a-zoare. 2. [1732] Ervat, penn da benn. [1732] Gouzout un dra a-feson. HS. a-barfeded, a-dailh. II. Stn. A. (db. an dud) 1. Neuz vat dezhañ. Un den a-feson gwisket brav. 2. [1732, 1909] Onest, madelezhus, seven. [1732] Un den a-feson. N'eus den ken a-feson hag eñ er barrez. [1909] Tud a-feson. DHS. dereat. B. (db. an traoù) [1904] Zo evel ma tere. Un tamm bara a-feson.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

Rezon arall a lakaan a-fet / Da vout kordial lesanvet / Honnezh eo rak en hon metoù / E tle bout sertes dre rezon / Me gav e efed plantet don / A-feson en hon kalonoù.

1575
Daveenn : M. p36

un den a-feson

1732
Daveenn : GReg pg brave (honête, galand), homme (Un homme de bonne façon), grace (Un homme qui a bonne grace.)

tud a-feson

1732
Daveenn : GReg pg brave (honête, galand)

a-feson

1732
Daveenn : GReg pg bravement (de la bonne sorte), (par) excellence, (comme il) faut

a-feson

1732
Daveenn : GReg pg forme (Qui est dans les formes.)

gouzout un dra a-feson

1732
Daveenn : GReg pg fond (Savoir une chose à fond.)

gouvezet a-feson

1732
Daveenn : GReg pg fond (Savoir une chose à fond, pp.)

a-feson

1732
Daveenn : GReg pg a propos, fond (A fond, profondément.)

un den a-feson eo, mar deus, mar boa biskoazh

1732
Daveenn : GReg pg (c'est un très) digne (homme)

distro graet e poent, e kentel, a-dailh, a-feson

1732
Daveenn : GReg pg digression (écart de son sujet fait propos, & en peu de paroles)

gwreg a-feson

1732
Daveenn : GReg pg (brave) femme (femme de mérite)

a-feson

1904
Daveenn : DBFV pg aféson (comme il faut, convenable)

tud a-feson

1909
Daveenn : BROU P. 238 (gens de bonnes manières)

Spierien a-feson evit ar polis eo ar pellgomzerioù-hezoug rak a-drugarez dezhe ez eus tu da heuliañ monedonea pep hini koulz hag e bennadoù kaoz.

2015
Daveenn : DISENT p136

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial