[1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1927, 1960, 1985] Gant mall, buan.
[1732] Mont a-fo. [1732] Hastañ a-fo [1732] War vale a-fo. [1732] Dibech posterien evit kas a-fo lizheroù-roue. [1732] Ar minoch a-fo. [1732] Digasit a-fo gouloù amañ, paotrig. [1732] Evezh-evezh, tec'hit a-fo ! [1732] D'an naoulin a-fo. [1732] It a-fo d'an daoulin. [1732] It a-fo en ho roud. [1732] Hastit a-fo. [1732] Grit a-fo. [1732] Hastomp a-fo !
[1850] Deuit a-fo amañ. [1850] Hastit a-fo en em vragezañ evit digeriñ an nor. [1867] Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber. [1867] — « Hast a-fo, va mignon, berr eo deiz ar bed-mañ / Alies er lavaran, kalz a dalv va lavar : / « Debr hag ev ! » [1867] Hag an tri-mañ a-fo / 'Zigor kuzul etrezo.
[1960] El lezenn, avat, ' c'houzomp petra 'zo, / Met grit, oc'h he lenn, ho tlead a-fo. [1985] Mall bras eo hastañ afo.
HS. buan, prim.
ES. goustad, gorrek.
Daveenn :
GReg
pg guêtres (Tirez vos guêtres au plûtôt.)
Hastit a-fo.
Hastit affo.
1732
Daveenn :
GReg
pg hâter (Hâtez-vous vite.)
Hastomp a-fo !
Hastomp affo.
1732
Daveenn :
GReg
pg hâter (Hâtons-nous.)
mont a-fo
mont affo
1732
Daveenn :
GReg
pg aller
A-fo,a-fo.
Affo-affo.
1732
Daveenn :
GReg
pg hâter (Hâtez-vous vite.)
war vale a-fo
var vale affo
1732
Daveenn :
GReg
pg debout (debout, à l'erte)
dibech posterien evit kas a-fo lizheroù-roue
dibech postéryen evit caçzc affo lizerou-Rouë
1732
Daveenn :
GReg
pg depescher (envoyer des courriers expres, & en diligence)
hastañ a-fo
hasta affo
1732
Daveenn :
GReg
pg depescher (aller, ou faire en diligence)
ar minoch a-fo
ar minoch affo
1732
Daveenn :
GReg
pg (payez vîte le) droit (de Monseigneur l'Evêque)
digasit a-fo gouloù amañ, paotrig
digaçzit affo goulou amañ, pautricq
1732
Daveenn :
GReg
pg éclairez (ici, petit garçon)
Grit a-fo.
Grit affo.
1732
Daveenn :
GReg
pg hâter (Hâtez-vous vite.)
Evezh-evezh, tec'hit a-fo !
Evez-evez, teac'hit affo.
1732
Daveenn :
GReg
pg gare (Gare-gare, retirez-vous vite.)
It a-fo d'an daoulin.
Yt affo d'an daoulin.
1732
Daveenn :
GReg
pg genou (A genoux vite.)
a-fo
affo
1732
Daveenn :
GReg
pg ardeur (vitement)
D'an naoulin a-fo.
D'an naoulin affo.
1732
Daveenn :
GReg
pg genou (A genoux vite.)
a-fo
affô
1850
Daveenn :
GON.II
pg affô (Vite. Promptement. Avec empressement. Avec diligence).
Hastit a-fo en em vragezañ, evit digeriñ an nor.
Hastid affô en em vragéza, évid digéri ann ôr.
1850
Daveenn :
GON.II
pg bragéza (Dépêchez-vous de vous culotter pour ouvrir la porte).
Deuit a-fo amañ.
Deûd affô ama.
1850
Daveenn :
GON.II
pg affô (Venez vite ici).
Mezh dezhañ pa wele / Un den kaezh reuzeudik o c'houlenn peadra / Da c'holeiñ e groc'hen, da gaout un tamm bara / Ha lavaret a rae dezhañ e toull e zor : / — « Deut, mignon, 'tal an tan, deut a-fo er goudor !
Mez d'ezhan pa wele / Eunn den keaz reuzeudik o c'houlenn peadra / Da c'holei he groc'hen, da gaout eunn tamm bara / Ha lavaret a rea d'ezhan e toull he zor : / — « Deut, mignoun, 'tal ann tan, deut affo er goudor !
1867
Daveenn :
MGK
p118
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
Gant-ho vo great stignou d'ho paka 'zruillajou, lasou-rikl d'ho mouga, e berr : kant ha kant tra, a vo, war ann diskarr, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek euz ho maro. Tec'hit eta affo dioc'h ar gaoued, ar ber ! Gwella c'houfac'h d'ober, mar fell d'hoc'h va c'hredi, eme ar wennili, eo dibri 'nn had kanab.
1867
Daveenn :
MGK
p14
— « Hast a-fo, va mignon, berr eo deiz ar bed-mañ / Alies er lavaran, kalz a dalv va lavar : / « Debr hag ev ! » — « Ya ! » — « Pegoulz ? » — « Warc'hoazh e rin hep mar. »
— « Hast affo, va mignoun, berr eo deiz ar bed-ma / » Aliez her lavarann, kalz a dalv va lavar : / » Debr hag ef ! » — « Ia ! » — « Pe goulz ? » — « Warc'hoaz e rinn hep mar. »
1867
Daveenn :
MGK
p96
Ar goulm, pa voe distro, / A lavar petra zo ; / Hag an tri-mañ a-fo / 'Zigor kuzul etrezo.
Ar goulm, pa voe distro, / A lavar petra zo ; / Hag ann tri-man affo / 'Zigor kuzul etre-z-ho.
1867
Daveenn :
MGK
p47
Hastit afo bremañ sevel alese, lavaret un tamm pedennoù ha dont d’an ti.
Hastit affo breman sevel alese, lavaret eun tamm pedennou ha dont d’an ti.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.77
Deomp en hent, hag afo ! — Ker buan ha ma kerot, eme ar c’here.
D-eomp enn hent, hag a-fo ! — Ker buan ha ma kerfot, eme ar c’here.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.154
Kement-se a lakae ac’hanon da hastañ a-fo.
Kement-se a lakea ac’hanoun da hasta a-fo.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.50
Pa c’houlennas kabiten ar soudarded da zibriñ ha da evañ, Anna ha Mari a hastas afo digas dezhañ ar pezh a c’houlenne, evit miret ouc’h droug da vont ennañ, gant aon na vije krisoc’h e-keñver an Aotrou Gall hag an Aotrou Koarigou.
Pa c’houlennaz kabiten ar zoudarded da zibri ha da efa, Anna ha Mari a hastaz a-fo digas d’ezhan ar pez a c’houlenne, evit miret ouc’h drouk da vont enn-han, gand aoun na viche krisoc’h e kenver an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.180
He morañ a reas, lammout e-barzh ha pellaat afo o paolleviat a-dreuz d’ar mor glas ha kompez evel ul lenn.
He mora a reas, lammout e-barz ha pellaat affo o paolleviat a-dreuz d’ar mor glas ha kompez evel eul lenn.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.37
Ar sakrist en devoa gwelet ar person hag ar c’hure o tiskenn d’ar bourk, buan-ha-buan e tilezas e stern gwiader, hastañ a reas afo da zont da gontañ dezho an doare. Penn-da-benn en deus displeget anezhi dirak an aotrou person…
Ar zakrist an nevoa gwelet ar person hag ar c’hure o tiskenn d’ar bourk, buan ha buan e tilezas e stern gwiader, hasta a rês affo da zont da gonta d’ê an doare. Penn-da-benn an neus displeget anei dirag an ôtrou person…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)
Hastit afo, paotred. Pelec’h ez oc’h-hu chomet ? Ar re all a zo aze ; an aotrou person evelato a zo oc’h ho kortoz. Evelato ! evelato !
Hastit affo, paotred. Pelec’h ez oc’h-hu choumet ? Ar re all a zo aze ; an ôtrou person evelato a zo oc’h ho kortoz. Evelato ! evelato !
— Hastit afo, tre mat a zo hag ar mor a ziskenn buan… Hastit afo !…
— Hastit affo, tre mat a zo hag ar mor a ziskenn buan… Hastit affo !…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.129
a-fo
affo
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg affo (vite, promptement)
Doue d'ho pennigo, c'hwi aotrou maer, / P'hoc'h eus, gant gred, hon difennet ken taer. / El lezenn, avat, ' c'houzomp petra 'zo, / Met grit, oc'h he lenn, ho tlead a-fo.
Doue d'ho pennigo, c'houi aotrou mêr, / P'hoc'h eus, gant gred, hon difennet ken têr. / El lezenn, avat, ' c'houzomp petra 'zo, / Met grit, oc'h he lenn, ho tlead afo.
1960
Daveenn :
PETO
p15
Mall bras eo hastañ afo kent ma vo tec'het ar mor diwar ar c'hompezennoù traezh, ma 'm eus c'hoant da vont kuit en deiz-se.
1985
Daveenn :
DGBD
p114
Notennoù studi
Talvoudegezh ar ger gallek "tost (tôt)" a gaver er C'hatolikon zo emdroet. Neuze e sinifie e galleg kement ha "buan" ha neket "abred".