I.
Adv.
A. (en egor)
[1732, 1850, 1927] Adalek al lec'h-mañ.
[1732] War-hed div gammed ac'hanen.
B. (en amzer)
Adalek ar pred-mañ.
II.
Ar.
AC'HANEN DA
A. (en egor)
Adalek al lec'h-mañ betek ul lec'h bnk. all.
&
Ac'hanen di : ac'hann d'al lec'h-se.
B. (en amzer)
Adalek ar pred-mañ betek (ar mare-mañ-mare).
HS. ac'hann.
Daveenn :
GReg
pg (il y a une fort grande) distance (d'ici là)
Tec'hit prest ac'hanen.
Tec'hit prèst ac'hanen.
1732
Daveenn :
GReg
pg guêtres (Tirez vos guêtres au plûtôt.)
war-hed div gammed ac'hanen
var hed diou gamed ac'hanen
1732
Daveenn :
GReg
pg à (deux pas d'icy)
pell bras, pelloù bras a zo ac'hanen di
pell-bras, pellou-bras, a so ac'hanenn dy
1732
Daveenn :
GReg
pg (il y a une fort grande) distance (d'ici là)
an ifern a zo e kreiz kalon an douar, daouzek kant lev hag hanter-c'hant ac'hanen
an ifern a so ê creiz caloun an douar, daouzecq cant léau hac hanter-c'hant ac'hanen
1732
Daveenn :
GReg
pg (l') enfer (est au centre de la tere, à 1250. lieuës de nous)
ac'hanen
ac'halen
1732
Daveenn :
GReg
pg (de) ceans (d'ici)
ac'hanen
1732
Daveenn :
GReg
pg (de) ceans (d'ici)
ac'hanen
ac'hanenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg ac'hanenn
ac'halen
ac'halenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg ac'halenn
— Nann, n'eo ket kouezhet etre o daouarn ; kuzhet mat eo, n’emañ ket pell ac’halen. — N’emañ ket pell ac’halen ! Kemend-all a soudarded a zo bet ouc’h her c’hlask dre amañ ! Ur mirakl a-berzh Doue eo kement-mañ, a-dra-sur ? — Me gredfe a-walc’h.
— Nann, ne ket kouezet etre ho daouarn ; kuzet mad eo, n’eman ket pell ac’halenn. — N’eman ket pell ac’halenn ! Kement-all a zoudarded a zo bet ouc’h her c’hlask dre aman ! Eur mirakl a berz Doue eo kement-man, a dra zur ? — Me gredfe avoualac’h.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.213-214
Roit deomp o hanv, livirit ur ger, ha ni a zo war-eeun en hent ; hag a-barzh warc’hoazh vintin ma n’emaint ket re hir ac’halen, o devezo rentet da Zoue kont eus o gwalloberoù.
Roit d’eomp ho hano, livirit eur ger, ha ni a zo var eeun enn hent ; hag abarz varc’hoaz vintin ma n’emaint ket re hir ac’halenn, o devezo rentet da Zoue kount euz ho goall oberou.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.108
Ya, ya, gwir a leverez ; an traoù-mañ n’int nemet sorc’hennoù lu : deomp ac’halen d’ar gêr.
Ia, ia, guir a leverez ; an traou-man n’int nemed sorc’hennou lu : deomp ac’halenn d’ar gear.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.180
Me ne ran droug ebet deoc’h, ha ma esait ober droug din-me, a-barzh nebeut parrez Plougerne a zo war-sav, hag hini ac’hanoc’h ned ay e bev ac’halen.
Me ne ran droug ebed d’ehoc’h, ha ma esait ober droug d’in-me, abarz nebeut parrez Plougerne a zo var zao, hag hini ac’hanoc’h ne d’ai e beo ac’halenn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.235
Mar gellez kemeret an tec’h da-unan, dalc’h soñj mat da vont da Vaner Sant-Yann-Kerdaniel [sic], un teir lev bennak ac’halen.
Mar gellez kemeret an teac’h da-unan, dalc’h sonj-mad da vont da Vaner Sant-Iann-Kerdaniel, eun teir leo bennag ac’halenn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.78
— Letanant, eme ar soudarded all, evit hennezh, an tenn-se, a zo deuet ac’halen, eus a-dreñv ar vojenn lann-mañ. — A gav dit ? — Ya, rak gwelet em beus ar moged.
Letanant, eme ar zoudarded-all, evit hennez, an tenn-ze, a zo deuet ac’halenn, euz a-dren ar vojenn lann-man. — A gaf did ? — Ia, rag guelet em beuz ar moged.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.89-90
— Bez dinec’h war gement-se, ni a ziwallo mat, ha n’hor bezo ket a boan o viret ouc’h den da vont kuit ac’halen. — Gwelet a vezo graet.
— Bez dinec’h var gement-se, ni a ziouallo mad, ha n’hor bezo ket a boan o viret ouc’h den da vont kuit ac’halen. — Guelet a vezo great.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.26
ac'hanen
ac'halen
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg ac'hanen (d'ici)
ac'hanen
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg ac'hanen (d'ici)
An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.
An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltas, a zo evel eur moraer e beg eur wern, a zizolo eur mor divent ; ac'hallenn, e tizolo an arvester eur c'helc'[h]va douar mezevennus, ken hir ma 'z eo war ar pevar avel.
1944
Daveenn :
EURW.1
p16
- N'oc'h ket ac'halen, « Padre » ? He ! he ! friig-furch evel ur verc'h da Eva ma oa !... - A bell on deut, a bell bras ! - Diouzh ho toare distagañ ar C'hastilhaneg, em boa douetet e oac'h estrañjour d'ar vro.