I.
(en egor)
1. [1659, 1732, 1850, 1904, 1927, 1944, 1985, 2015] Eus al lec'h-mañ.
[1659] Pegeit ac'hann ? [1850] It er-maez ac'hann ! He doare komz n'eo ket ac'hann.
[1985] Ac'hann ne vo ket gwall hir ken va fennad beaj.
[2015] Aet int ac'hann.
&
Tost ac'hann : tost d'al lec'h-mañ.
Tost ac'hann emañ an ti-kêr.
&
[1732] Pell ac'hann : pell diouzh al lec'h-mañ.
DHS. ac'hano, alese.
2. Dre ast.
[1944] Eus ar vro-mañ.
[1944] Nag a bet gwech am boa klevet tud o lavarout : « Brezhoneg ac'hann, brezhoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... »
N'eo ket ac'hann.
3. Impl. da stn., dre ast.
[1927] Eus an ti-mañ, an tiegezh-mañ.
[1927] Olier ac'hann. Ar paotr bras ac'hann zo aet e kêr.
II.
(en amzer)
[1732, 1850] Adalek ar pred-mañ, an deiz-mañ.
[1732] A-benn tri bloaz ac'hann. [1732] Re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ ne vezo war e du nemet a-benn tri miz ac'hann. [1850] A-benn dek vloaz ac'hann. A-barzh pemzektez ac'hann e tistroin. A-benn eizhtez ac'hann.
HS. ac'hanen.
Daveenn :
GON.II
pg dévé-ker, kerzhed (Il demeure à deux journées d'ici).
'c'hann
hann
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (Ici. En ce lieu-ci. On ne l'emploie qu'en construction, ou plutôt il ne sert qu'à former des composés).
'c'hann
ann
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (Ici. En ce lieu-ci. On ne l'emploie qu'en construction, ou plutôt il ne sert qu'à former des composés).
Pegement bennak ma chom pell ac'hann, ez in d'e di.
Pégémeñt-bennâg ma choum pell ac'hann, éz inn d'hé dî.
1850
Daveenn :
GON.II
p.94, livre second, « Encore qu’il demeure loin d’ici, j’irai chez lui ».
War-hed div gammed ac'hann eo aet.
War-héd diou gamed ac'hann eo éet.
1850
Daveenn :
GON.II
p.92, livre second, « Il est allé à deux pas d’ici ».
Selaouit, va merch', ned it ket en ur park all da bennaouiñ, na ned it ket kuit ac'hann hogen en em likit kevret gant va merc'hed.
Sélaouit, va merch', né d-it kéd enn eur park all da bennaoui, na né d-it két kuit ac'hann hôgen en em likit kévret gañt va merc'hed.
1850
Daveenn :
GON.II
p.101, Buez Ruth.
« It, eme 'n ostiz, it ac'hann, / It en hoc'h hent buan da vale ! »
« It, eme 'nn ostiz, it ac'han, / It enn hoc'h hent buan da vale ! »
1867
Daveenn :
MGK
p38
E-pad m'on gwallgaset, m'eo din fall an amzer / E verr, pa vezo aet an dud d'ar parkeier, Me a denno ac'hann ganen va disvesker.
Epad m’ounn gwall-gaset, m’eo d’in fall ann amzer / E-verr, pa vezo eat ann dud d’ar parkeier, Me a denno ac’han gan-en va disvesker.
1867
Daveenn :
MGK
p43
Neuze ar gozh vamm-giez, gant he zeod lemm ha lampr, / A lavar distagell : / — « Bremañ ac'hann ni yel, / » Mard oc'h evit hor c'has er-maez. »
Neuze ar goz-vamm-giez, gant he zeod lemm ha lampr, / A lavar distagel : / — « Bremañ ac'han ni iel, / » Mar d-oc'h evit hor c'has er meaz. »
1867
Daveenn :
MGK
p108
Ur skudellad vara, ur meudad holen trempet bemdez gant ar soubenn-se, a vezo traoù a-walc’h d’am bevañ ac’hann d’an eost a zeu.
Eur skudellad vara, eur meudad holenn trempet bemdez gant ar soubenn-ze, a vezo traou avoualac’h d’am beva ac’hann d’an eost a zeu.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.51
ac'hann
ahan
1904
Daveenn :
DBFV
pg ahan (d'ici)
N’eus ganeomp nemet ur bedenn d’an doueed : ma aotreint deomp da adgwelout un deiz hag, ac’hann di, ma'z skorint ha ma roint da'z kalon an holl levenez a hetomp dit.
N’eus ganeomp nemed eur bedenn d’an doueed : ma aotreïnt d’eomp da adgwelout eun deiz hag, ac’hann di, m’az skorint ha ma rôint d’az kalon an holl levenez a hetomp d’it.
« P’am bo debret, tamm ac’hann, tamm alese, me a yelo ! »
« P’am mo debret, tamm ac’han, tamm alese, me a yelo ! »
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.975 (Even 1924)
Hemañ a ziframme tamm yeot ac’hann, tamm yeot alese, hag a save e benn ur wech an amzer da sellet en-dro dezhañ.
Heman a ziframme tamm yeot ac’han, tamm yeot alese, hag a zave e benn eur wech an amzer da zellet en-dro d’ean.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.949 (Mae 1924)
E eontr Kola a gavas ar ger a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anezhañ Bilzig, Bilzig ac’hann, Bilzig alese, ar paotr atav da heul e eontr.
E eontr Kola a gavas ar gir a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anean Bilzig, Bilzig ac’han, Bilzig alese, ar pôtr atao da heul e eontr.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)
— Un taol-mor diwar ur garreg… ret eo deomp pellaat ac’hann. Paravire ! Adieu vat. Chañje eo !
— Eun tôl-mor diwar eur garreg… red eo d’emp pellaat ac’han. Paravire ! Adieu vat. Chanje eo !
1925
Daveenn :
BILZ2
p.172
Olier ac'hann
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg ac'hanen (Ollivier de chez nous)
ac'hann
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg ac'hanen (d'ici)
Nag a bet gwech am boa klevet tud o lavarout : « Brezhoneg ac'hann, brezhoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... »
Nag a bet gwech, am boa klevet tud o lavarout : « Brezoneg ac'han, brezoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... »
1944
Daveenn :
EURW.1
p74
— « Kenkoulz eo deomp mont ac’han[n], » a silas Job e pleg skouarn Lom.
1944
Daveenn :
ATST
p.36
« Hor moereb a zo kozh, » a gendalc’he Job, « hag evit dezhi mervel hiziv pe warc’hoazh, an dra-se a zo ingal. Me ’zo sur ez eus mall warni mont ac’han[n]. »
1944
Daveenn :
ATST
p.75
Ganit, paotr kozh, bourdet ne vin / Ha setu amañ petra ' rin : / Ur soudard mat ' laoskin ez ti / Da eveshaat ouzhit hep si, / Hag, evel-se, ac'hann ' vi kuit / Da dec'hout pell pa vimp aet kuit, / Ha d'an daou zisuj e vi kred.
Ganit, paotr koz, bourdet ne vin / Ha setu amañ petra ' rin : / Eur soudard mat ' laoskin ez ti / Da evesaat ouzit hep si, / Hag, evel-se, ac’hann ' vi kuit / Da dec'hout pell pa vimp eet kuit, / Ha d'an daou zizuj e vi kred.
1960
Daveenn :
PETO
p40-41
Kablus oc'h ober al lezennoù gaou / M'er c'hasfec'h ac'hann 'vefe kompez an traoù.
Kablus oc'h ober al lezennou gaou / M'her c'hasfec'h ac'hann ' vefe kompez an traou.
1960
Daveenn :
PETO
p37
Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Ur ger, avat, diwar ma fed, / A lârin daoust ha ma 'z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guzh / Pa gerzh an amzer ha pa uz.
Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Eur ger, avat, diwar ma fed, / A larin daoust ha ma ' z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guz / Pa gerz an amzer ha pa uz.
1960
Daveenn :
PETO
p59
Paotred, ac'hann, ha yao en hent.
1960
Daveenn :
PETO
p53
Ac'hann ne vo ket gwall hir ken va fennad beaj.
1985
Daveenn :
DGBD
p21
Hag ouzhpenn-se, aet int ac'hann gant louzoù kousket ha vodka, n'int ket aet d'ar strad gant ar peurrest eus ar vag.