Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Tr. ar. AC'HANN DA 1. (en egor) [1659, 1850, 1909] Eus al lec'h-mañ betek (al lec'h-mañ-lec'h). [1659, 1927] Ac'hann di.[1659] Pegeit zo ac'hann da Roazhon ? [1850] Daou zevezh kerzh a zo ac'hann di. [1850] Kalz begoù-douar zo da dremen ac'hann di. [1850] Un hent geotek a zo ac'hann di. [1909] Ur frapad mat a vale a zo ac'hann di. 2. (en amzer) [1659, 1732, 1927, 2015] Adalek ar pred-mañ betek (ar mare-mañ-mare). [1659] Ac'hann da bevar bloaz. [1732] An drouksperedoù a zo hag a vezo en aer deñval ac'hann da deiz ar Varn. 1927] Ac'hann d'an noz. [1927] Ac'hann da begeit ? [1927] Ac'hann da neuze. [1927] Ac'hann da vloaz. [2015] Ac'hann da neuze e c'hell cheñch kalz traoù. Ac'hann da beur ? Ac'hann di ez eus pell. Ac'hann d'ur bloaz, ac'hann da warc'hoazh. Ac'hann da bell. Ac'hann di, gwelet e vo. HS. a-benn. & [1927] AC'HANN GOUDE DA : ac'hann da. Ac'hann goude da fin ar bed : A-benn ma teufe fin ar bed. & [1927] AC'HANN 'VIT : ac'hann da. [1927] Ac'hann 'vit noz. HS. ac'hanen. II. Stl. isur. (e deroù un islav. amzeriañ) AC'HANN MA, AC'HANN E [1927, 1931, 1985] (Adalek bremañ) betek ma. [1927] Ac'hann e ve. [1927] Ac'hann ma vo. [1985] E-pad ur pennad-mat c'hoazh, avat, - ac'hann, da vihanañ, ma vo ur roll klok eus ar boblañs. Chom amañ ac'hann ma teuint en-dro. Ac'hann ma vo noz. Ac'hann ma vo deuet. Ac'hann e vo deuet. HS. ken (a, ma)

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

ac'hann da bevar bloaz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg d'icy (a quatre ans)

Pegeit zo ac'hann da Roazhon ?

1659
Daveenn : LDJM.1 pg combien (y a il d'icy a Rennes ?)

ac'hann di

1659
Daveenn : LDJM.1 pg d'icy (la)

an drouksperejoù a zo hag a vezo en aer teñval ac'hann da deiz ar Varn

1732
Daveenn : GReg pg air

ur geit vras a zo ac'hann di

1732
Daveenn : GReg pg (il y a une fort grande) distance (d'ici là)

ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg en (relatif du lieu, signifiant : d'ici, de là)

ur roiad mat a hent, ur rabinad mat a hent, ur poulzad mat a hent, a zo ac'hann di

1732
Daveenn : GReg pg (il y a une fort grande) distance (d'ici là)

Daou zevezh kerzhed a zo ac'hann di.

1850
Daveenn : GON.II pg kerz

daou zervezh kerzh a zo ac'hann di

1850
Daveenn : GON.II pg kerz

Ur geit vras a zo ac'hann di.

1850
Daveenn : GON.II pg keit (Il y a une grande distance d'ici là).

Kalz begoù-douar zo da dremen ac'hann di.

1850
Daveenn : GON.II pg bék-douar (Il y a beaucoup de caps à passer d'ici là).

A-benn dek vloaz ac'hann

1850
Daveenn : GON.II pg dék, dég (Dans dix ans d'ici).

n'eo ket ker ar fred ac'hann di

1850
Daveenn : GON.II.HV pg frét

un hent geotek a zo ac'hann di

1850
Daveenn : GON.II pg géotek

ur red mat a zo ac'hann di

1850
Daveenn : GON.II pg réd

— Setu aze peadra da goll ar penn, evit gwir ! Nec’h eus nemet ober un toullig aze e-kreiz ar c’holo, me a raio un all en da gichen ; goude-se e chachimp ur guchenn-all a golo warnomp hag e kouskimp c’hwek ac’hann da warc’hoazh vintin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.73

ur frapad mat a vale a zo ac'hann di

1909
Daveenn : BROU p. 239 (il y a un bon bout de chemin d'ici là)

ac'hann d'an noz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici qu'il fasse nuit)

ac'hann di

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici là)

ac'hann e ve deuet

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (jusqu'à ce qu'il soit venu)

ac'hann da fin ar bed

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici la fin du monde)

ac'hann 'vit noz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici qu'il fasse nuit)

ac'hann goude da fin ar bed

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici la fin du monde)

ac'hann da neuze

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici ce moment)

ac'hann da begeit ?

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici quand ?)

ac'hann da vloaz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici un an)

ac'hann ma vo deuet

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (jusqu'à ce qu'il soit venu)

ac'hann ma

1931
Daveenn : VALL pg avant

Te, person kozh, an hini eo / Hor c'hasas holl da droc'hañ lev / War-zu an Hir, betek e di, / Ha pellik 'zo ac'hann di.

1960
Daveenn : PETO p46

E-pad ur pennad-mat c'hoazh, avat, - ac'hann, da vihanañ, ma vo ur roll klok eus ar boblañs ne vo ket gwelet kalz a wellaennoù.

1985
Daveenn : DGBD p165

Ac'hann da neuze e c'hell cheñch kalz traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p146

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial