Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (en egor) [1499, 1622, 1659, 1850, 1867, 1941, 1944, 1985] Eus eno. [1622] Ac'hane e teuy da varn ar re vev hag ar re varv. [1850] Distreiñ a ray ac'hano amañ. [1850] Aet e oa kuit ac'hano a-barzh ma teuis. [1850] Aet er-maez ac'hano, neuze e voe ar gwashañ. [1867] Kouezhañ ra gwall dizhet : ac'hano kamm-jilgamm, en ur zivaskellañ, leunwad, al labous kaezh ! [1867] Un dra ne voe klevet biskoazh, / E poan-vugel un dorgenn vras / Youe ker spontus ma krene / An douar dek lev ac'hane. [1867] Hag ac'hano dioc'htu, tizh tizh halegentañ, / Koulm ha razh a red da dennañ / Er-maez a boan ho mignonez, / An heizez. [1867] — « Penn kaer, ma vez ennañ bouedenn ! » / Eme 'l louarn, o vont ac'hano. [1941] Mont a rajent davet o c'hompagnunezh a oa teir lev ac'hano. [1944] Ac'hano ez eas da di mestr de la Monnerie, noter e Montroulez, er Ru Vras, da gentañ gomis.[1985] Ur gwel kaer a vije bet ac'hano war ar mor ma ne vije bet ken lizennet an amzer. Mard eo aet kuit ac'hano ned in ket en ti. En ur c'horn-bro didud emañ o chom, ac'hano e teu e kêr ur wech ar sizhun. Dont ac'hano betek amañ. 2. [1927, 1943] Diwar se, abalamour da se. N'o devez ket trawalc'h da zebriñ ; ac'hano e teu stad fall o yec'hed. HS. dre-se. II. Tr. adv. (er c'haozeadennoù) 1. [1927] Evit ac'hano : a-hend-all, eus an tu all. Evit ac'hano n'eo ket c'hoant dimeziñ he doa. 2. [1927, 1929] Pell ac'hano : pell eus ar pezh a gonter, er c'hontrol. Ne fellas ket dezhañ dont en-dro, pell ac'hano ! Ne gredan ket kement tra a lavarit din, pell ac'hano ! HS. ac'haleno.

Skouerioù istorel : 
70
Kuzhat roll ar skouerioù

ac'hane

1499
Daveenn : LVBCA p16 (d-ilec en droit ou d-iqui en apres c-est tout vng qui bien l-entent)

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Daveenn : Cath p7

[...] ha neuze an aelez a kemeras he korf hag en dougas betek menez Sinai (goude ugent devezh kerzhed ac'hane) hag eno en sebeilhjont enorablamant, [...]

1576
Daveenn : Cath p24

D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.

1622
Daveenn : Do. p10-12

ac'hano

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dela, ahano

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Daveenn : Do. p11-13

donet a ra ac'hano

1732
Daveenn : GReg pg (il) en (revient)

ac'hano e c'hoare, penaos

1732
Daveenn : GReg pg (il s') ensuit (de là, que)

Petra a dennit-hu ac'hano ? Pebezh kousekañs a dennit-hu ac'hane ?

1732
Daveenn : GReg pg (que s') ensuit (il de-là ?)

ac'hano

1732
Daveenn : GReg pg de-là (de ce païs-là, de ce lieu-là loin), (par-là), en (relatif du lieu, signifiant : d'ici, de là)

ac'hano

1732
Daveenn : GReg pg de-là (de ce païs-là, de ce lieu-là loin)

ac'hano ez teuio amañ

1732
Daveenn : GReg pg de-là (il viendra ici)

ac'hane e teuy amañ

1732
Daveenn : GReg pg de-là (il viendra ici)

ac'hano e teu, ec'h erru, penaos

1732
Daveenn : GReg pg de-là (il s'enfuit que)

ac'hano ez eo ret lavaret penaos

1732
Daveenn : GReg pg de-là (il s'enfuit que)

ne deo ket dizenor bezañ deuet ac'hano

1732
Daveenn : GReg pg (ce n'est pas un) deshonneur (d'avoir sorti delà)

ac'hano e deu, penaos

1732
Daveenn : GReg pg (il s') ensuit (de là, que)

Ac’hano on.

1850
Daveenn : GON.II p.73, « J’en suis »

ac'hano

1850
Daveenn : GON.II pg ac'hanô (De là, en parlant d'un lieu qu'on ne voit pas, d'un lieu hors de vue, par sa distance), anô

Aet e oa kuit ac'hano a-barzh ma teuis.

1850
Daveenn : GON.II pg ac'hanô (Il s'en était allé de là avant que j'arrivasse).

Distreiñ a ray ac'hano amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg ac'hanô (Il reviendra de là ici).

ac'hane se

1850
Daveenn : GON.II pg é-han-sé

Ac’hano e teu.

1850
Daveenn : GON.II p.73, « Il en vient »

Va zad-kozh a ioa ac’hano.

1850
Daveenn : GON.II p.74, « Mon grand-père en était »

Ac’hano e teue, pa hoc’h en em gavet gantañ.

1850
Daveenn : GON.II p.74, "Il en venait, lorsque vous l’avez rencontré".

Treiñ ra en-dro d'ar vousklenn den, / Kemeret anezhi a zornad : / — « Penn kaer, ma vez ennañ bouedenn ! » / Eme 'l louarn, o vont ac'hano.

1867
Daveenn : MGK p140

Aet er-maez ac'hano, neuze voe ar gwashañ

1867
Daveenn : MGK p19

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm. Kouezhañ ra gwall dizhet : ac'hano kamm-jilgamm, en ur zivaskellañ, leunwad, al labous kaezh ! Dizonet diouzh mont, kuit d'e gouldri a zistroas.

1867
Daveenn : MGK p20

Un dra ne voe klevet biskoazh, E poan-vugel un dorgenn vras Youe ker spontus ma krene An douar dek lev ac'hane. War gement-se an holl a lavare en-dro e vije diwarni brasañ kêr voa er vro. Petra [a] c'hanas ? ne gredfe den : Ul logodenn.

1867
Daveenn : MGK p32

Hag ac'hano dioc'htu, tizh tizh halegentañ, / Koulm ha razh a red da dennañ / Er-maez a boan ho mignonez, / An heizez.

1867
Daveenn : MGK p47

Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa weled unan bennak o fiñval en tu pe du e tenned warnezhañ, evel ma tenn an den onest war ar c’hi klañv, pa vez an hu warnezhañ ha pa en em gav a-zindan e daol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.40

Ac’hano e vezo diaes tec’het, me gred ; evelato unan pe unan ac’hanomp, marteze hon-daou, a c’hello kaout e dro da vont kuit, hep lavaret kenavezo da soudarded ar republik.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Goude-se e voe klevet e oa bet, ar paour-kaezh person "intru", goude ma oa aet eus a Blouared, ur pennad amzer er c’hoadoù, evel un den gouez, e parrez Gurunhuel ; ac’hano oa deuet da gostez Mousteruz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.153

Bourg Trelez a zo war un dorgenn uhel, hag ac’hano e weler a-bell a-dro-war-dro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.255

Gouzout a rit emañ an Aotrou de la Marche kuzhet e maner ar Gernevez. Fenoz e tle mont kuit ac’hano.

1877
Daveenn : EKG.I. p.21

N’o doa ket hon dilezet evit-se, pell ac’hano.

1878
Daveenn : EKG.II p.12-13

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ac’hano, en ur ober un nebeud deizioù-treizhañ, ez eer war vigi d’ober kenwerzh da Dir ar Maouezed, an Enezennoù Gwenvidik.

1923
Daveenn : SKET p.18

Ac’hano e teu ma ra al lennegezh homerek gant ar ger kasiteros « staen », neuz keltiek dezhañ (1), hag e veneg an Oduseia nozioù berr ha damsklaer hanternoz enez-Vreizh [...].

1923
Daveenn : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

"mil" g. [...] (krennvrezhoneg ha yezh Gwened ; kembraeg hag iwherzoneg "mil"), liester "-ed". Ac’hano e kembraeg "gwylltfil" « gouezvil, loen gouez », gwylltfildy « gouezvildi », « ménagerie » e galleg.

1923
Daveenn : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Bête".

Ac’hano en em skignas ar gwarezadur diouto war an holl vro dalc’het gant bagad Nemetos (1).

1923
Daveenn : SKET p.127

[...] [U]n ael nan eo ket, gwir eo… — Nann, Izabel, na pell ac’hane, ha, ma kredan brud ar bourk…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Ac’hano e strink ur froud vras ha herrek a red war-du ar c’hornog a-dreuz pradeier, koadeier ha brugeier, ken na zeu da lammat a-ziwar an tornaod er mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.16

Evel ur c’havrig e lamme war ar rec’hier sershañ, war lein ar c’hrec’hiennoù hag ec’h evezhie ac’hano red ar c’houmoul, fiñv al loar hag ar stered.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

Furchal a rae en e eñvor, hag ac’hane e tispege tra pe dra : ur gaoz, un divinadell, un ouidell.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Mari-Morgan, turlutud, Deus davedon d’ar Palud, Hag ac’hane d’an Traezh-gwenn Hag ac’hane d’ar Velevenn !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Soudard a oa bet gant an aotrou, ha bet er brezel : gouliet, torret e vorzhed kleiz gant ur vouled kanol ; kamm e oa chomet abaoe : ac’hane e leshanv Gargam[m].

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Hag ar [g]arm a daole pep tonn en ur vont dreist ar c’haead-se, oc’h en em unaniñ gant garm an donn a-raok ha gant garm an donn war-lerc’h, ne oa ken anezho holl a-dreuz d’an aer nemet ur c’harmadeg unvan, bras ha didav, a lakae da vraouac’hiñ ar pesked hag an evned war-hed tri-ugent lev ac’hano.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata dre an dervennegoù anezhi uhel ha don, ha Vindomagos dre he c’hreñvlec’hioù gwenn gant ar vrezelourien heñvel ouzh doueed oc’h ober ged war ar mogerioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Ac’hane, a-dreuz an arvor hag aod Lokireg, ec’h erruas er gêr a-raok serr-noz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

Bilzig ivez, ha koulskoude ar paotr ne oa nag abaf na kabon, pell ac’hane Bilzig a grene gant an aon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

evid ac'hano

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (du reste, d'ailleurs)

ac'hano

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (de là, de cet endroit, de cette cause)

ac'hano

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (de là, de cet endroit, de cette cause)

pell ac'hano

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (loin de là)

- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !

1929
Daveenn : SVBV p10

mont a rajent davet o c'hompagnunezh, a oa teir lev ac'hano, gant he labour embreger munisionoù

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ac'hano an diribinoù serzh a vez gant kostezioù an traoniennoù skorn.

1943
Daveenn : TNKN p42

Eñ a oa ganet e Keforc'h, parroz Skrignag ; hi nepell ac'hano, en Hellegoed, parroz Bolazeg.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Ac'hano ez eas da di mestr de la Monnerie, noter e Montroulez, er Ru Vras, da gentañ gomis.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano.

1944
Daveenn : ATST p.10

Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.65

N'o doe ket a zigarez da stourm : ar brezel a baouezas e miz C'hwevrer 1871, ha da viz Meurzh, ma zad hag e soudarded a bignas en hent-houarn da zistreiñ da Gemper hag ac'hano pep hini d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Ne veze ket kaset an holl vugale d'ar skol, pell ac'hano... Mar boamp tri-ugent, e oa d'an hirañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Paneve d'ur chañs, eno [sic, di] e vijen aet, hor beleien a oa deut er-maez ac'hano.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Hep gortoz, d'an iliz kerzhit / Ha, groñs, ouzh ar flater berzit / Dont ac'hano, da vihanañ / Tra ma vo hon tud o kanañ.

1960
Daveenn : PETO p70

Al lec'h ma vev dre souch, n'eus nemedon o c'hoût ; / D'en lemel ac'hano e vezoc'h atav boud.

1960
Daveenn : PETO p49

Pep eskopti 'vo renet ha kelennet Gant ur prelad bet a-ratozh dilennet Gant ar C'huzul-Meur en devo kefridi En an' ar vroiz ac'hano sujidi.

1960
Daveenn : PETO p16

Betek ar beg-douar-se ez eomp gant hor pourmenadenn hag ur gwel kaer a vije bet ac'hano war ar mor ma ne vije bet ken lizennet an amzer.

1985
Daveenn : DGBD p16

Etimologiezh

Termen savet diwar an araogenn dilec'hiañ "a" ("ac'h" dirak ur vogalenn) hag an adverb lec'hiañ "eno".

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial