Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Va c’hoar a c’halv ac’hanomp.

1850
Daveenn : GON.II p.66

ac'hanomp

1850
Daveenn : GON.II pg ac'hanomp (pron. pers. Nous. De nous).

Tregont skoed a oa roet deomp gant an Aotrou Kerbalanek ; eizh skoed hon eus dispignet, chom a ra ganeomp daou skoed warn-ugent ; ar pezh a ra pep a unnek skoed da bep hini ac’hanomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.78

Hag ar gwel ac’hanomp a lakaio ar Vretoned diskiant-mañ da zisec’hañ war o zreid.

1877
Daveenn : EKG.I. p.31

Teir a zo ac’hanomp, ganet gant an hevelep mamm, engehentet gant an hevelep tad, kresket a-gevret hep en em zisrannañ biskoazh. Teir ac’hanomp, hag unan hepken dre ar gwad, ar galon, ar gengarantez ! Netra n’hor ranno biken !

1923
Daveenn : SKET p.107

— Ret eo evelkent mont da gaout an aotrou person, eme an amiegez. — Ya, ya, deomp, a lavaras ar plac’h kozh — Marc’harid a oa he hanv, mamm-gozh ar bugel, mamm e dad — ret eo mont. Ar paotr a ranko bezañ badezet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Sammet evel muled, e treuzjomp kêr Wengamp da dapout an tren. E kazarn Charner, ‘kichen hent-houarn Sant-Brieg, e voemp lojet. Pevar ugent soudard a oa ac’hanomp, holl studierien, pe gloer, pe arzourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

— « Eo, krediñ a ran, mes… » — « Mes petra ? Gant ar mes, an arabat hag ar panevet, ne rafe ket unan tro ar bed, hag hini ebet ac’hanomp ne c’hounezo an teñzor. »

1944
Daveenn : ATST p.74

Hep reiñ dimp amzer da zigeriñ hor begoù, ar « vleuien » ac’hanomp, ar pleustriñ war an embregañ a zeraouas diouzhtu.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

- Ni breur Arzhur, a zo da vezañ menec'h ac'hanomp, dibabidi, gouestlet, korf hag ene, da Zoue, gant tri le, - Aes Triplex, - an Diantegezh, ar Baourentez hag ar Sentidigezh.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial