Dezverkoù all

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Raganv renet an eil gour unan. 2. Furm displeget eus an araogenn "a" evit an eil gour unan.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Daveenn : Cath p8

ac'hanod

1850
Daveenn : GON.II pg ac'hanod (pron. pers. Toi. Te. De toi)

— Na petra a laka ac’hanout da vezañ ken nec’het-se ? — Petra ? Lavaret a ran deoc’h ; ar c’hi a-zu-mañ a oar ober e wele brav-tre, e mesk ar c’holo, ha me ne ouzon ket.

1877
Daveenn : EKG.I. p.73

— Penaos, genaoueg a zo ac’hanout, penaos n’eo ket gwir e zo un Doue hepken ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

ac'hanout

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

den reuzeudik a zo ac'hanout

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanoc'h (malheureux que tu es !)

… Pet ha pet gwech ne voe ket bet tapet ganin war an taol, hag evel[]just mont a rae diouzhtu e gouez : «Nom de va ene ! emezañ, un dro bennak korreoù a dennin diouzhit, spier daonet a zo ac’hanout ! »

1954
Daveenn : VAZA p.48

Gwelloc'h eo e vevfemp-ni ac'hanout, betek ma c'helli en em zibab da-unan, eget na strapfes an nor war da lerc'h da vont d'an estrenvro.

2015
Daveenn : EHPEA p65

Ur bapa zo ac'hanout, ha ne fell ket din sachañ an droukrañs warnout.

2015
Daveenn : EHPEA p382

Gant Doue e vi pinijet evit da walloberoù, te, gast ac'hanout !

2023
Daveenn : DREAM p.24

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial