1. [1732, 1850, 1927, 1931, 1944] Ger a reer gantañ evit sachañ evezh ub. emeur o vont da gomz outañ, a c'hortozer ur respont digantañ.
[1732] Ac'hanta Nikolaz.
[1944] « Ac'hanta, daou gañfard, eme an Aotrou Ar Bezvoed, me ho kav 'benn ar fin ! »
Ac'hanta, paotr ! penaos emañ ar bed ganit ? Ac'hanta ! eme Bêr outañ e-unan, ha ne'm eus ket graet un dibab mat aze ? Ac'hanta ! n'out ket bet er binijenn hiziv.
&
Ent krenn
Estlammadell zo un dalvoudegezh c'houlennata dezhi.
Ac'hanta ? : neuze, petra a respontez ?
&
Ger a reer gantañ da ezteuler an displijadur.
Ac'hanta !
2. [1732] Ger a reer gantañ a-benn tamall, pe c'hourdrouz ub.
[1732] Ac'hanta, Yann al leue ! Ac'hanta, gwelet e vo piv eo ar mestr ! Ac'hanta ! echu eo ho ragach !
3. Ger a dalvez da verkañ ar souezh.
Ac'hanta ! pell out bet gant da dro.
4.
Tr. estl.
AC'HANTA 'TA : troienn a reer ganti evit pouezañ muioc'h.
Ac'hanta 'ta, erru oc'h ? Ac'hanta 'ta, n'eo ket echu c'hoazh !
Daveenn :
GReg
pg habituer (Vous habituez-vous ici, vous plaisez–vous avec nous ?)
ac'hanta Yann al lue ?
a-han-'ta yan al luë ?
1732
Daveenn :
GReg
pg (eh bien, mon) benet (?)
ac'hanta Matiaz ?
ahan'-ta matyas ?
1732
Daveenn :
GReg
pg (eh bien, mon) benet (?)
ac'hanta Nikolaz ?
a-han-'ta Nicolas ?
1732
Daveenn :
GReg
pg (eh bien, mon) benet (?)
ac'hanta !
ac'hañta !
1850
Daveenn :
GON.II
pg ac'hañta + pg 58, (Hé bien donc !)
ac'hanta !
ac'hañ-ta !
1850
Daveenn :
GON.II
pg ac'hañta (Hé bien donc !)
« Ac'hanta ! va c'holen, ha n'en doa ket graet mat ? »
« Ac'hanta ! va c'holen, ha n'en doa ket great mad ? »
1867
Daveenn :
MGK
p113
Ac’hanta, ha n’oa ket tud ar re-se ?
Ac’hanta, ha n’oa ket tud ar re-ze ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.85
Ac’hanta ! ha ne vije ket hounnezh ur gudenn diaes da zibunañ ?
Ac’hanta ! ha ne viche ket hounnez eur gudenn diez da zibuna ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.6
Ac’hanta, va zad, gwelet a rit eo ker gwazh, pe gwashoc’h zoken an amzer bremañ, evel pa oamp deuet en ti-mañ.
Ac’hanta, va zad, guelet a rit eo ker goaz, pe goasoc’h zoken an amzer breman, evel pa oamp deuet enn ti-man.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.58
Ac’hanta, gwazed, emezañ, e-feson e karer ober ar c’housk-mintin e kostez Bro-Leon ?
Ac’hanta, goazed, emezhan, e fesoun e karer ober ar c’housk-mintin e kostez bro Leon ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.76
Ac'hanta paotr kaezh !
Ac'hant potr kez !
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?
Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lar d'in, d'eun den fall a zeufe d'as ti da zispenn, diraz-out, en e gomzou, eur vamm e teuz karet hag a gares kement ?
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
— Ac’hanta ’ta, paotr, eme an aotrou person, ha divergont te eo al laer ? — N’eo ket me, aotrou person. — Piv ’ta ? — N’eo ket me.
— Ac’hanta ’ta, pôtr, eme an ôtrou person, ha divergont te eo al laer ? — N’eo ket me, ôtrou person. — Piou ’ta ? — N’eo ket me.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)
— Feiz ganti !… — Abalamour da betra ? — Ha panevet, a lavare unan all… met peoc’h… — Ya, ya, peoc’h !… — Ac’hanta ! merc’hed, echu eo ho ragach ?…
— Fê ganti !… — Abalamour da betra ? — Ha panevert [sic], a lavare unan all… met peoc’h… — Ya, ya, peoc’h !… — Ac’hanta ! merc’hed, echu eo ho ragach ?…