Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
179
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. (db. an traoù) Kemer etre an divrec'h. Briata un hordenn geuneud. 2. (db. an dud) Stardañ etre an divrec'h evit diskouez karantez (ouzh ub.). Briataet he doa he bugale a-raok kimiadiñ diouto. B. Impl. da ak. 1. (impl. da ak. h.) Obererezh stardañ ub. etre an divrec'h. Pebezh levenez ha pebezh briata ! 2. (impl. da anv unan) Gwezhiad stardañ ub. etre an divrec'h. Ur briata tener ha karantezus. II. V. kenem. (db. an dud) EN EM VRIATA : en em stardañ an eil e divrec'h egile. En em vriataet int o-daou.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

briata

1499
Daveenn : LVBCA p43 (embrasser)

briata

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accoler, embrasser

briata kloz

1732
Daveenn : GReg pg embrasser (étroitement)

en em vriataat an eil egile

1732
Daveenn : GReg pg (s') embrasser (l'un l'autre)

briata start

1732
Daveenn : GReg pg embrasser (étroitement)

en em vriata

1732
Daveenn : GReg pg (s')accoler

en em vriataet

1732
Daveenn : GReg pg (s')accoler

en em vriataet o deus a-barzh ma ez int aet da gofes

1732
Daveenn : GReg pg (ils se sont) embrassez (avant d'aller à Confesse)

brec'hatat

1732
Daveenn : GReg pg embrasser (serrer de ses bras)

briataet

1732
Daveenn : GReg pg accoler

briata

1732
Daveenn : GReg pg accoler, embrasser (serrer de ses bras)

briataat

1732
Daveenn : GReg pg accoler, embrasser (serrer de ses bras)

brec'hatat

1850
Daveenn : GON.II pg bréc'hataat, briata (En Vannes).

briata

1850
Daveenn : GON.II pg bréc'hataat, briata (Embrasser, serrer avec les bras, en signe d'amitié. Environner. Ceindre).

briatet

1850
Daveenn : GON.II pg briata (Embrasser, serrer avec les bras, en signe d'amitié. Environner. Ceindre. Part.)

briataat

1850
Daveenn : GON.II pg briata ou briataat (Embrasser, serrer avec les bras, en signe d'amitié. Environner. Ceindre).

briatet

1850
Daveenn : GON.II pg briata ou briataat (Embrasser, serrer avec les bras, en signe d'amitié. Environner. Ceindre. Part.)

en em vriata

1850
Daveenn : GON.II pg briata (s'embrasser, se serrer dans les bras l'un de l'autre) + p. 7 introduction "s'embrasser"

en em vriataat

1850
Daveenn : GON.II pg briata (s'embrasser, se serrer dans les bras l'un de l'autre).

En em vriataet int o-div.

1850
Daveenn : GON.II pg briata (Elles se sont embrassées toutes deux).

E vriata start a rin, pa en gwelin.

1850
Daveenn : GON.II pg briata ou briataat (Je l'embrasserai étroitement, quand je le verrai).

Ne c'hellot ket o briataat.

1850
Daveenn : GON.II pg briata (Vous ne pourrez pas les ceindre, les environner).

O gwelet en deus oc'h en em vriata.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Il les a vus s'embrassant".

An teir flac’h, gwashoc’h distronket eget biskoazh, o krenañ gant ar skuizhder, en em vriate o divrec’hioù, hag e vanent en o gourvez e-tal an tan peuzvarv.

1923
Daveenn : SKET p.114-115

O welout an hini a zeue daveto, Atir ha Mâtir a save ha, deut an ene en o c’hichen, e taolent o divrec’h en e gerc’henn d’e vriata [...].

1923
Daveenn : SKET p.73

Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o treiñ ouzh Kamula, bet keneilez he bugaleerezh, e lakeas he divrec’h en he c’herc’henn hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneridigezh.

1923
Daveenn : SKET p.105

Salv ha yac’h e voent digaset gant o friedoù en-dro d’o logelloù, da vriata eno, e-kreiz barroù o levenez, o daou vugelig o doa lezet er gêr hag a leñve d’o mammoù.

1923
Daveenn : SKET p.133

En em vriata a rejont en ur ouelañ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.117

Start en deus briatet e vamm Izabel. — Kenavo, mamm Izabel !

1925
Daveenn : BILZ2 p.181

briataat

1927
Daveenn : Geri.Ern pg brec'h2

brec'hatat

1927
Daveenn : Geri.Ern pg brec'h2

brec'hata

1927
Daveenn : Geri.Ern pg brec'h2

briata

1927
Daveenn : Geri.Ern pg brec'h2

E oa ouzh ma gortoz. En em vriata a rejomp, - ar pok kentañ bet pell a oa etre ur Breizhad gall hag ur Breizhad saoz – John ne oa ket uhel e vent.

1944
Daveenn : EURW.1 p.103

Diouzh an Alre, pep hini a zistroas d'e gorn, da c'hortoz c'hoazh ur bloavezh kent en em vriata.

1944
Daveenn : EURW.1 p.208

Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ». Bremañ, pa bleustre, e baduelle. Hoalet e oa davet an Dra Disheñvel... C'hoant briata en doa, ha bezañ tost, tostoc'h, d'ar Vaouez...

1949
Daveenn : SIZH p.56

Sellout a reont an eil ouzh egile, ouzh en em vriata.

2015
Daveenn : EHPEA p181

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial