Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor ; gant ur verb a denn d'an dilec'hiañ prl.) A-uc'h, war-c'horre. Sellit dreist ha dindan. Lammat, mont dreist. II. 1. (gant ur verb a denn d'ar prizañ) Mat-tre. Ar briñsez a blijas dreist d'ar roue. [1949] Plijout dreist a rae an ermaeziadenn d'ar gloer [...]. 2. Ouzhpenn, muioc'h. Lakait c'hoazh dreist. Bezit gwisket evel ma tere ouzhoc'h, netra dreist. & En un doare dibar. Ar steredenn-se, skediñ a ra dreist. III. Dreist-an-holl : dreist-holl. & Dreist pep tra : a-raok pep tra, muioc'h eget pep tra. Evidout-te e labouren, dreist pep tra evidout. Dreist pep tra e plij din ar sonerezh. & Dreist pep muzul : en tu all d'ar pezh zo dleet. Dreist pep muzul e kare ar roue e hêr yaouank. & Dreist-penn-biz*.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

ar mevel-hont en deus dreist e gomanant, ur skoed evit e arc'henad

1732
Daveenn : GReg pg (ce valet, a outre ses gages, un écu pour sa) chaussure

sellit dreist, ha dindan.

1732
Daveenn : GReg pg (regardez par) dessus (& par dessous)

lakait c'hoazh dreist, mui, ouc'hpenn

1732
Daveenn : GReg pg (mettez encore par) dessus

bezañ, monet dreist

1732
Daveenn : GReg pg exceller (surpasser)

Ur wech ar pont freuzet, den ne c’helle mont eus an eil tu d’egile eus ar stêr, rak re ledan eo da lammet dreist, ha re zon an dour d’e zreuziñ war an troad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.281

Ha Yann d’ar red da skluz ar Prad-Hir da gemer ar vag all evit herzel ouzh e hini da vont dreist.

1944
Daveenn : ATST p.110-111

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Plijout dreist a rae an ermaeziadenn d'ar gloer, rak, morse, a-hend-all, ne daent [sic, ned aent] diouzh ar gouent.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial