hervez ma
hervez a lavar
Ar pezh a zo gwir, eo, hervez m’el lavar Mortimer-Ternaux, skrivagner gall en deus komzet eus a emgann Kergidu, ar pezh a zo gwir eo ez euz merket, er parrezioù a-dro-war-dro, hanv meur a soudard lazhet, hag en o zouez emañ zoken hanv an hini a yoa e penn paotred ar C’halvados, am eus komzet deoc’h anezho.
Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
Ret eo din lavarout deoc’h, Job ha Lom, hervez m’o doa prometet, a oa o vont da c’houlenn ar bagoù, ar c’herdin hag ar bizhier-krog evit klask e goueled ar stêr Aon korf Herri — Doue r’e bardono ! — beuzet un nebeut devezhioù ’oa.
Hervez ma krede d’an dud, bevañ a raent o daou [o-daou] e giz ma tlefe ober an holl briejoù, da lavarout eo : en em glevout evel gwenn ha melen ur vi.
Aet e oa ar paour kaezh Biz Kamm da anaon er bloaz 'raok, tapet gantañ ur gwall gleñved, « an difluksion boitrin », hervez ma lavar Tregeriz, o tont gleb dour-teil eus an aod e-kerz ar goañv ha dindan ar glav a-bil.
Mat e oa ar stal ganto, Doue d'o fardono o-daouig [sic, o-daouik], met daoust da se n'on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, hervez ma vez graet diouti, e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ.
Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.