I. Stumm eus ar verb "mont" e eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
HS. kerzh.
II. Estlammadell
[1878] A-benn ur pennad ez eas kuit hep ober un harzhadenn, evel p’an divije gouezet e oa ret reiñ peoc’h. Ki kalonek, kae !
« Deus amañ, te kozh paotr ! plac’h lous ; kae-te du-hont ! »
« Deuz ama, te koz paotr ! plac'h louz ; kea te du-hont ! »
1867
Daveenn :
MGK
p75
— « An ed-mañ zo darev : da-gaout hor mignoned, / Kae, va mab, emezañ, d'o fediñ, pa 'z eo ret, / Da zont gant pep a falz da c'houloù-deiz, warc'hoazh, / Da reiñ deomp un tammig skoaz. »
— « Ann ed-man zo dare : da gaout hor mignouned, / Ke, va map, eme z-han, d'ho fedi, pa 'z eo red, / Da zont gant peb a falz da c'houlou-deiz, warc'hoazh, / Da rei d'e-omp eun tammik skoaz. »
1867
Daveenn :
MGK
p52
« Va mab, kae alese da gaout hor c'herent-nes / D'o fediñ da zont d'an drevad. »
« Va map, ke alese da gaout hor c'herent-nez / D'ho fedi da zont d'ann drevad. »
1867
Daveenn :
MGK
p53
Te, sakrist, kae d’ar c’hav, ha, pa c’houzout an doare, digas deomp ar pezh a zo a wellañ.
Te, sakrist, kea d’ar c’hao, ha, pa c’houzout an doare, digaz d’eomp ar pez a zo a vella.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.123
Ma n’eus nemet da wreg ha da vugale o viret ouzhit, kae en hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’he doa lavaret ger ebet c’hoazh, kae en hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo marv oc’h ober ar mad
Ma n’euz nemed da c’hrek ha da vugale o viret ouzit, kea enn hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’e doa lavaret ger ebed c’hoaz, kea enn hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo maro oc’h ober ar mad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.215-216
A-benn ur pennad ez eas kuit hep ober un harzhadenn, evel p’an divije gouezet e oa ret reiñ peoc’h. Ki kalonek, kae !
A-benn eur pennad ez eaz kuit heb ober eun harzadenn, evel p’an diviche goezet oa red rei peoc’h. Ki kalounek, kea !
1878
Daveenn :
EKG.II
p.29
Kae alese en tu pe du
Kea alese en tu-pe-du
1909
Daveenn :
BROU
p. 434 (Va-t-en où tu voudras)
Bez gwisket gant da gorf divarvus, o ene eeun, ha kae d’ar C’huzh-heol.
Bez gwisket gant da gorf divarvus, o ene eeun, ha kae d’ar C’huz-heol.
1923
Daveenn :
SKET
p.72
Ha koulskoude, koulskoude, dihun, ankounac’h, dihun, dihun !… Sav war da ziwaskell, kae ! kae ! lez, lez ar c’houn, ya, lez ar c’houn da sklêrijennañ va mennozh.
Ha koulskoude, koulskoude, dihun, ankounac’h, dihun, dihun !… Sav war da ziouaskell, kea ! kea ! lez, lez ar c’houn, ya, lez ar c’houn da sklerijenna va mennoz.