Me am eus gwelet du-hont war ar c’hradailh un tamm brav a gig moc’h, hag er siminal un dousenn anduilh a-ispilh ; en ul laouer vaen, er gampr, em eus dizoloet boutailhadoù leun, a-walc’h evit kargañ hor c’hof deomp-holl ; me 'gav din e raio an traoù-se muioc’h a vad deomp eget lakaat an tan amañ da sachañ marteze ar c’harr war hor c’hein.
a-ispilh
e zivrec'h a-ispilh
lakaat a-zispilh
lakaat a-ispilh
Pa sellan ouzh an termometr a zo eno a-ispilh ouzh ur peul, e welan anezhañ, gwir eo, o verkañ 23 pe 25°C; e-pad an noz e rankan avat kousket gant ur pallenn gloan tev warnon, hag ur pallenn all ouzhpenn war va zreid.
Dindan ar gwiskamantoù e eus div renkad tiretennoù rochedoù enne hag ouzh div stalaf an armel ez eus kravatennoù a-ispilh.
Ur wech arruet re uhel d'ar boliserien e sav ar stourmer ur seurt gwele a-ispilh gant an daou damm lien [a servij da gordenn], betek gallout mont diwar wel er boupenn ma fell dezhañ, koulz ha bezañ goudoret diouzh ar yenijenn hag ar glav.