dañs
An neb en divije er gwelet, gant e zaoulagad habask ha laouen, gant e aer dinec’h, gant e vlev hir, e giz Kerne, faoutet dre an hanter war greiz e benn, o kouezhañ a [v]ouchadoù kordigellet war e zivskoaz ; an neb en divije gwelet peoc’h un den eeun ha leal war e dal, ha mousc’hoarzh un den dinamm war e vuzelloù, en divije lavaret edo o vont da ober, deiz eured e vab, un dro zañs war al leurgêr.
- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.
Gourc’hemennet e voe bet da bevar deskard all chom ganin-me ; savet am boa e[-]giz-se ul laz-seniñ bihan hag eus ar c’hentañ e teue ganimp dañsoù nevez evel ar polka, ar mazurka, ar skottisch pe ar « c’hadrille ».
Met evit stagañ ganti e-giz-se, ret e veze da gentañ pellaat diouzh Brest, Cherbourg hag an Oriant : kenavo d’ar c’hêrioù ma veve enno meur a hini gant e diegezh, hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas : plac’heta, redek ar pardonioù tro-war-dro, mont d’ar c’hoariva pe d’an dañsoù, ober buhez d’ar polis, ha gwech ha gwech all ur pifad e talvezfe ar boan derc’hel soñj dioutañ.
Dre nerzh ar c'han hag an dañs
Un nebeud devezhioù goude ma oan krog da ergerzhout ar vro-se, em boe tu da welout, e keriadenn Evare-Doule, unan eus ar c'haerañ abadennoù dañs a oufed gwelout er Gabon, met ne 'm eus ket bet tro, gwir eo, da welout ar "bwiti", dañs sakr ar wazed, nag an "njembe", dañs sakr merc'hed ar gouennoù all.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dañsadeg