Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Skoazellañ. Darbariñ al labourerien. Ne chomis nemet c'hwec'h miz da zarbariñ an doerien. Darbarin ar vañsonerien. 2. Pourchas. Setu ar vammenn he doa darbaret dour dezhañ. Koadoù evit darbariñ keuneud. Ar gwez-se zo evit darbariñ un aotrou pinvidik. 3. Reiñ labour, diaesterioù da (ub.). Gant e zaou zorn hag e zaou droad en dije darbaret c'hwec'h den. 4. Prientiñ. Emaint o tarbariñ ur gwall gudenn dezho o-unan. 5. (en tu gouzañv) Bezañ darbaret gant udb. : bezañ prederiet gantañ. Darbaret e oant hepken gant o flijadur. N'eo ket gant an dra-se on darbaret. Darbaret e oa gante soñjoù. N'omp ket bet darbaret gant ar glav. Ne oamp darbaret nemet gant hor buhez hepken. B. Dre ast. 1. Kargañ. Darbariñ ed war ar c'harr. 2. [2015] Reiñ tu da gas marc'hadourezh, tud, h.a., betek (ul lec'h bnk.). Ul linenn hent-houarn a zarbare an dachenn. [2015] An aergevredadoù a zarbar Europa hag Amerika. II. V.k.d. Darbariñ da ub. : reiñ skoazell dezhañ. Ur pennad e oa bet o tarbariñ da roue ar vro-se da ren e rouantelezh. Piv a zarbaro din ? III. V.g. Skoazellañ. E wreg a veze o tarbariñ, o veskañ ar pri, o tougen.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

darbariñ un toer

1732
Daveenn : GReg pg (servir un) couvreur

darbariñ un toeour

1732
Daveenn : GReg pg (servir un) couvreur

darbariñ

1850
Daveenn : GON.II pg daffari ou darbari (Aider ou servir un maçon ou un couvreur. - Préparer ; apprêter ; disposer. HV.)

"prientiñ", "danzen", "darbar"

1924
Daveenn : SKET.II p.116 « Geriadurig », "préparer".

darbar

1931
Daveenn : VALL pg aider (servir comme aide)

Distreiñ a ris da Vontroulez, hag e krogis da zarbariñ ma c’hefridi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.105

Gaid Kêrlennou, deuit hepdale / Ma oferenn din da respont, / Rak d'he lâret, em gwall ari, / Ret eo ' teufec'h d'am darbariñ.

1960
Daveenn : PETO p64

Ho pet soñj avat e sav Itron Varia an Edeier e-kreiz douar bouedek, mat da winizh hag e oa c'hoarvezet enni, a zo kaeroc'h, dres p'edod o tarbar adsevel anezhi, ur burzhud a'n estlammusañ

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

N'eus bilhed ebet evit mont kuit eus ar vro en anv Nasiotis gant an aergevredadoù a zarbar Europa hag Amerika.

2015
Daveenn : EHPEA p385

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial