« Salud ! paotred, » a lavaras dezho ar marichal faro. Lom a oa bet darbet dezhañ semplañ.
— « Ha bev oc’h c’hoazh ? » — « Ya, bev on c’hoazh. Evit lavarout deoc’h ar wirionez, n’ouzon ket penaos, rak darbet eo bet din mervel henozh gant ar reuz a zo bet. »
Sellout a reas ouzh ar breur Arturo evel ouzh un den bet darbet dezhañ koll e lod baradoz, evel ouzh un den o tont diouzh rouantelezh ar gozed.
Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri. Ma voe darbet dezhañ mont a-benn, en ur c'horn-tro, en Tad Frederico, sonnañ ha parfetañ den a oa. Ma krizas hemañ e dal diwar e feuk.
Ken teñval edo ar c'hogn m'edo daoulinet, ma voe darbet d'ar breur Arturo mont e-biou hep he gwelout.
Ar breur Arturo a voe darbet dezhañ dirollañ da c'hoarzhin. Hillig en doa gant ar gaoz.
Danvez razhetaerien vat a ranke bezañ ar c'hizhier-se, rak darbet e oa bet d'ar razh kouezhañ war unan anezho.
"Aotrou, mar ped ac'hanoc'h der zegouezh da vont tre, nad it ket." Gant ar c'hlozadur dic'hortoz-se e skrijas an Ao. Utterson ken e voe darbet dezhañ koll e gempouez.
Darbet e voe dezhañ bezañ boulzuet en ur c'hlub eus West End m'en doa gwir, a-drugarez d'e c'hanedigezh ha d'e staelad kevredigezhel, da vezañ ezel anezhañ.
Dec'h o doa mouget kreiz-kêr gant o danvezennoù. Darbet dezhe kontammiñ an hanter eus kêr evit distrewiñ hanter-kant draster.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dar-bobañ