Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pod pe lestr damdorret. Holen gwenn en un darbod. Rousin teuzet e-barzh un darbod evit aozañ "gouloù". C'hwi hoc'h eus graet darbodoù : torret podoù pe listri. & Dre ast. (el liester) Bruzunoù, tammoù. N'eo ket gwir, ma mestrez / Ho pe graet darbodoù gant doueed ho palez ? & (impl. hep gm.) Bruzunet evel darbod. 2. Pillig. Ar c'had a voe kempennet ha lakaet da boazhañ war an darbod. & Trl. Farz darbod : farz poazhet er billig. HS. palarenn. 3. Trl. skeud. Liper d'an darbod : toupiner. Ur mesker d'ar yod / Liper d'an darbod. & Kraf an darbodoù : den pizh, a ra gant an traoù daoust m'emaint en ur stad fall, lure ennañ prenañ re nevez.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

darbod

1732
Daveenn : GReg pg fragment (Fragment de pots, tests de pots.)

darbodoù

1732
Daveenn : GReg pg fragment (Fragment de pots, tests de pots, p.)

darbodoù

1850
Daveenn : GON.II pg darbôd (Têt ou tesson, fragment de pot de terre ou autre, servant à réchauffer la bouillie pour les petits enfants. -Préparation, préparatif, apprêt, entremise, procuration. HV. Pl.)

tarbod

1850
Daveenn : GON.II pg darbôd

Kriennit an darbod

1850
Daveenn : GON.II pg krienna, kriénenna (enlevez le gratin du tesson)

darbod

1850
Daveenn : GON.II pg darbôd (Têt ou tesson, fragment de pot de terre ou autre, servant à réchauffer la bouillie pour les petits enfants. -Préparation, préparatif, apprêt, entremise, procuration. HV.)

Kriennit an darbod.

1850
Daveenn : GON.II pg krienna ou kriénenna (Enlevez le gratin du tesson).

Likit an darbod war an tan

1850
Daveenn : GON.II pg darbôd (Mettez le tesson sur le feu).

tarbod

1909
Daveenn : BROU p. 221 (pot cassé)

krafer an darbodoù

1931
Daveenn : VALL pg avare

Alies e rez da benn da-unan ha ne vern dit an darbodoù a lezez war da lerc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Etimologiezh

Termen savet diwar an termenoù "darn" (tamm, pezh) ha "pod" (endalc'her).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial