Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en ul liorzh, ur vered, ur c'hoad, h.a.) [1499, 1659, 1732, 1904, 1931] Hent strizh pe strishoc'h a c'hall an dud kerzhet warnañ. HS. gwenodenn. 2. [1732, 1985] Hent bevennet gant gwez pe c'hlasvez alies a-walc'h, a gas d'un ti, d'ur maner. [1732] Gwezigoù munut a lekaer 'hed an alezioù. [1985] Evel ma krog ken aes ha treuzgeot e vez plantet a-hed alezioù al liorzhoù e-kichen an tiez ha zoken a-hed an hentoù evit mirout ouzh an dour da zispenn ar riblennoù. HS. bali, rabin. & [1732] an alez a-benn : alez dirak ur savadur a-lorc'h, kastell pe vaner. & [1732] alez a-dreuz, an ale dreuz, alez a-gostez : alez a zo skouer gant un alez a-benn. & [1732, 1931] alez goloet : alez a zo goloet gant deliaoueg ar gwez plantet a bep tu dezhi a deu d'ober ur gwasked heñvel ouzh un doenn a-us dezhi. 3. (er savadurioù) Trepas. HS. pondalez. 4. Alez-vouloù : tachenn gompez, e stumm ur skouergorneg hir, bevennet gant plenk, a dalvez da c'hoari ar bouloù (pe ar c'hilhoù).

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

alez

1499
Daveenn : LVBCA p18 (alee)

alez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rabine

ale

1659
Daveenn : LDJM.1 pg allée

alez a-gostez

1732
Daveenn : GReg pg allee

alez goloet

1732
Daveenn : GReg pg allee, berceau (en treillage)

alezioù

1732
Daveenn : GReg pg allee, avenue

an ale dreuz

1732
Daveenn : GReg pg allee

an alez a-benn

1732
Daveenn : GReg pg allee

alez

1732
Daveenn : GReg pg allee, avenue (avenuë, allée d'arbres plantez en droite ligne qui conduit à une maison)

alez a-dreuz

1732
Daveenn : GReg pg allee

alezioù goloet

1732
Daveenn : GReg pg berceau (en treillage)

gwezigoù munut a lekaer 'hed an alezioù

1732
Daveenn : GReg pg buisson (de jardins)

ale

1904
Daveenn : DBFV pg alé (allée)

aleioù

1904
Daveenn : DBFV pg alé (allée)

Ar vugale, gante pignet gra an ale faou, skuizh, a azezas war ar voger a ra tro ar savenn war behini eo savet ar chapel.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

alez c'holoet

1931
Daveenn : VALL pg berceau (de feuillage)

alez

1931
Daveenn : VALL pg allée (de jardin)

Tremenet dindan ar porrastel gant hor c’harroñsoù, e ruilhomp ‘dreuz da aleoù ledan ha traezhennet e-pad ur c’hard-lev a-benn digouezhout gant ar c’hastell.

1944
Daveenn : EURW.1 p.118

C'hoari bouloù : an aleoù bouloù a veze d'ar re vras.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Evel ma krog ken aes ha treuzgeot e vez plantet a-hed alezioù al liorzhoù e-kichen an tiez ha zoken a-hed an hentoù evit mirout ouzh an dour da zispenn ar riblennoù.

1985
Daveenn : DGBD p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial