Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659, 1850, 1867, 1909, 1927, 1931, 1944, 1985, 2013, 2015] Eus al lec'h-se, al lec'h m'emañ ar c'hendivizer pe an hini ma ra ar c'haozeer anv en egor tost a-walc'h dezhañ. [1850] Alese eo e teu hoc'h anoued. [1850] Un aezhenn skañv a sav alese. [1850] It alese ! [1850] Lamit ar c'haoc'h-se alese ! [1850] Ma na dennit ho sae alese e teuy da zeltañ. [1850] Na c'hellot biken e zifourkañ alese. [1850] Diloc'hit buan alese. [1850] Alese eo e tiver ar ger-se. [1850] An espern hepken ho tenno alese. [1867] Va mab, kae alese da gaout hor c'herent-nes / D'o fediñ da zont d'an drevad. [1867] Kasit-eñ pell diouzhin ! Marv, tec'h alese ! [1909] Divale alese diouzhtu ! [1931] Tec'h alese ! [1985] Ma na zisac'her ket buan a-walc'h ar re a zo o stoufañ an hent, e c'hell bezañ dic'hallus goude dont a-benn d'o disac'hañ alese. [2013] En ur savadur all, pelloc'h c'hoazh alese, e oa bet tennet splet eus ar skiant prenet war chanter Kemper. [2015] Piñsat a eure traoñ an divesker neuze hag o kas e zaou zorn uheloc'h en hon lakae da intent e sklase ar c'horf hag e reude. Hag en ur stekiñ outañ adarre e lavaras deomp penaos, pa dizhje ar yenion ar galon, ez aje Sokrates alese. 2. [1944] Eus ul lec'h enebet ouzh ul lec'h all ma ra ar c'haozeer dave dezhañ. [1944] Nag a bet gwech am boa klevet tud o lavarout : « Brezhoneg ac'hann, brezhoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... » 3. [2012, 2015] Ger a dalvez da zegas un heuliad diwar ur fed bet eztaolet a-raok. [2012] Ho mestr, Poole, anat, zo dalc'het gant unan eus ar c'hleñvedoù-se a vourev hag a zisneuz ar c'hlañvour war un dro ; alese pa ouzon, kemm e vouezh ; alese ar maskl hag e vennad da na welout e vignoned ; alese e angerzh da gavout al louzoù-se, un araez evit an ene paour da virout un tamm spi da bareañ erziwezh. [2015] Alese ar riskl da zegas [gaout] ur respont feuls a-berzh an enebourien ha da goll mestroniezh an dachenn... DHS. eleze. HS. ac'hanen, alehont.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

alese

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dela, alesse

Tec'hit alese !

1732
Daveenn : GReg pg gare (Gare de-là.)

alese

1850
Daveenn : GON.II pg a-les-sé ou alesé (De ce lieu. De là. De là où vous êtes), é-han-sé.

alese

1850
Daveenn : GON.II pg a-les-sé (De ce lieu. De là. De là où vous êtes).

Un aezhenn skañv a sav alese.

1850
Daveenn : GON.II pg aézen (il s'élève de là une vapeur légère)

It alese

1850
Daveenn : GON.II pg a-les-sé (Allez-vous-en de là).

Lamit ar c'haoc'h-se alese.

1850
Daveenn : GON.II pg kac'h (Enlevez cette merde, cette ordure de là).

Techit alese.

1850
Daveenn : GON.II pg a-les-sé (Ôtez-vous de là ; fuyez de ce lieu-là).

Ma na dennit ho sae alese e teuy da zeltañ.

1850
Daveenn : GON.II pg delta (Si vous n'ôtez pas votre habit de là, il deviendra moite).

na c'hellot biken e zifourkañ alese

1850
Daveenn : GON.II pg difourka

Diloc'hit buan alese.

1850
Daveenn : GON.II pg diloc'ha (Allez-vous-en bien vite de là).

an espern hepken ho tenno alese

1850
Daveenn : GON.II pg espern

alese eo e tiver ar ger-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg divéra

Alese eo e teu hoc'h anoued.

1850
Daveenn : GON.II pg anoued (C'est de là que vient votre enchifrènement.)

« Kasit-eñ pell diouzhin ! Marv, tec'h alese ! »

1867
Daveenn : MGK p66

« Va mab, kae alese da gaout hor c'herent-nes / D'o fediñ da zont d'an drevad. »

1867
Daveenn : MGK p53

Ac’hanta, aze e chomi bremañ ? Gwelet a rez peger mat ha peger karantezus eo an dud-mañ en da geñver. Alo, bale alese ganto ha diwall ne rafes ket mat da gevridi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.114-115

Hastit afo bremañ sevel alese, lavaret un tamm pedennoù ha dont d’an ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Kae alese en tu pe du

1909
Daveenn : BROU p. 434 (Va-t-en où tu voudras)

divale alese diouzhtu

1909
Daveenn : BROU p229 (Je ne l'ai entendu qu'à l'impératif ; il est plus impératif que diredek)

kas ar starnoù-se alese

1909
Daveenn : BROU p. 423 (métier ; se dit aussi, familièrement, d'un attirail quelconque ; kas ar stárnou-ze alesse, emporte cet attirail de là)

Hemañ a ziframme tamm yeot ac’hann, tamm yeot alese, hag a save e benn ur wech an amzer da sellet en-dro dezhañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

E eontr Kola a gavas ar ger a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anezhañ Bilzig, Bilzig ac’hann, Bilzig alese, ar paotr atav da heul e eontr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Bastard ac’hann ! bastard alese ! skouarnad ac’hann, taol-troad aleshont.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

« P’am bo debret, tamm ac’hann, tamm alese, me a yelo ! »

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

alese

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (de ce lieu, de là), alese (de là)

tec'h alese

1931
Daveenn : VALL pg aller (va-t-en de là)

« Savit alese ha deuit ganin diouzhtu war ho kiz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Nag a bet gwech am boa klevet tud o lavarout : « Brezhoneg ac'hann, brezhoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... »

1944
Daveenn : EURW.1 p74

— « Mat, en em dennit neuze, alese, ma welin un dra bennak, rak me a wel un hanter gwelloc’h egedoc’h. »

1944
Daveenn : ATST p.63

Ma na zisac'her ket buan a-walc'h ar re a zo o stoufañ an hent, e c'hell bezañ dic'hallus goude dont a-benn d'o disac'hañ alese.

1985
Daveenn : DGBD p183

Ho mestr, Poole, anat, zo dalc'het gant unan eus ar c'hleñvedoù-se a vourev hag a zisneuz ar c'hlañvour war un dro ; alese pa ouzon, kemm e vouezh ; alese ar maskl hag e vennad da na welout e vignoned ; alese e angerzh da gavout al louzoù-se, un araez evit an ene paour da virout un tamm spi da bareañ erziwezh.

2012
Daveenn : DJHMH p67

En ur savadur all, pelloc'h c'hoazh alese, e oa bet tennet splet eus ar skiant prenet war chanter Kemper.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Alese ar riskl da zegas [gaout] ur respont feuls a-berzh an enebourien ha da goll mestroniezh an dachenn...

2015
Daveenn : DISENT p108

Piñsat a eure traoñ an divesker neuze hag o kas e zaou zorn uheloc'h en hon lakae da intent e sklase ar c'horf hag e reude. Hag en ur stekiñ outañ adarre e lavaras deomp penaos, pa dizhje ar yenion ar galon, ez aje Sokrates alese.

2015
Daveenn : EHPEA p156

An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...

2015
Daveenn : DISENT p75

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial