Ali
ali
Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"
ali d'al lenner
‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].
— Gra deomp bremañ ur c’hoari all ! a lavare Madelen. Alies e teue bugale an amezeien da c’hoari gante, ha pep hini a roe e ali. — Bia bia bia la ! — Nann ! nann !… ar galafeterenn ! — Al logodennig ! a lavare unan all. — Alo ! eme Bilzig : Bia bia bia la… Lak[a]it amañ war an daol pep hini e viz-yod en e sav.
ali
ali
A zo muioc'h : n'eo ket hepken evel brezhonegour, hogen ivez evel douarour eo en deus roet deomp alioù talvoudus.
-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.
Daoust ha na vane roud ebet eus ar gouli, tizhet ha bloñset e oa bet marteze an empenn, ha d’ar mestaol-se e tamalle darn meur a wallarouez e tro-spered an Impalaer, da skouer, e bleg da chom dalc’hmat war vordo, e si d’asantiñ gant an diwezhañ hini a roe dezhañ ali, hag er c’hontrol-bev, e ziskred war an holl dud, ha zoken ar re nesañ dezhañ.
Ret e oa din ’ta chom war evezh hag un deiz bennak beure-mat, e dibenn miz Du, mont a ris da Vrest gant ur c’henvroad eus Priel, e-sell hon-daou da dremen arnodenn ar fourerien diwar ali un tonton segond-mestr : « Netra aesoc’h, emezañ, evit ur paotr ken desket ha te ! » [...] (1) Ar vartoloded hag a bled gant an holl gontoù a bep seurt.
Mar grit diouzh va ali, emezañ, mont a reot da di Gouinguenet, e straed Aiguillon, damdost d’ar Champ de Bataille.
Diwar va ali, ez eas raktal en ur stal-levrioù ne oa ket anavezet enni, hag eñ da « brenañ » - war dermen, evel-just ! – tri bikol levr war an dro : buhez Paganini, buhez Mendelsohn-Bartholdy hag hini Beethoven
[...] perak ’ta chom da varc’hata ? koulz ha lidet e oa dija an eured-se. Ya, met ankounac’haet krenn he devoa Soaz kaezh goulenn ali an ozhac’h da zont.
An eil, eñ, a ouie mat a-walc'h ar vicher ; deut e oa d'am c'haout war ali ur breur dezhañ hag a oa dija e-touez va zud.
Ya, met n'it ket dre straed Marni rak ne ouzoc'h ket petra 'gavoc'h eus ar Skol Lieskalvezel betek burevioù KUAF. Ali e ven deoc'h da vont dre straed Evelpidon.
Buan a-walc'h e c'hall Yann disenter, ha pa vefe un deraouad anezhañ, kompren an alioù a skiant vat bet roet amañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ali