Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an traoù) Ec'honenn zo e-barzh udb. An diabarzh hag an diavaez. Diabarzh an ti. [1878] Esa a ris digeriñ, mes an or a yoa prennet en diabarzh. & Trl. skeud. Bezañ kaset da vañsonat an diabarzh : bezañ kaset d'an toull-bac'h. 2. (db. an dud) Organoù diabarzh an den. Ar wrez he doa kroget en e ziabarzh gant an evaj milliget. Anaout diabarzh korf an den. An danijenn zo em diabarzh. & Dre skeud. Askre. En-dro dimp hag en hon diabarzh. & Trl. Bezañ tomm en e ziabarzh : bezañ mezv. Tomm e oa en ho tiabarzh dec'h da noz ? 3. POLITIK. (gant ur bennlizherenn-dal) Maodiern an Diabarzh : an hini zo surentez ar vro en e garg. ES. diavaez.

Skouerioù istorel : 
45
Kuzhat roll ar skouerioù

diabarzh don

1659
Daveenn : LDJM.1 pg auant dedans

dre ziabarzh

1732
Daveenn : GReg pg (par) dedans

e diabarzh ar c'horf

1732
Daveenn : GReg pg (au) dedans (du corps)

aze en diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg (là-) dedans

golc'hiñ er goug a ziabarzh

1732
Daveenn : GReg pg gargariser (netteïer)

profit an diabarzh eus an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg casuel (d'un beneficier)

en diabarh

1732
Daveenn : GReg pg en (dedans)

an diabarzh eus ar c'hloastr

1732
Daveenn : GReg pg (l'intérieur du) cloitre

en diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg en (dedans)

e diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg en (dedans)

diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg dedans (le dedans, la partie interieure de quelque chose)

an diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg dedans (le dedans, la partie interieure de quelque chose)

diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg dedans (le dedans, la partie interieure de quelque chose)

an diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg dedans (le dedans, la partie interieure de quelque chose)

an diabarzh, hag an diavaez

1732
Daveenn : GReg pg (le) dedans (& le dehors)

en diabarzh

1732
Daveenn : GReg pg (au) dedans

an diabarzh, hag an diavaez

1732
Daveenn : GReg pg (le) dedans (& le dehors)

diabarzh

1850
Daveenn : GON.II pg diabarz

diabarzh

1850
Daveenn : GON.II pg diabarz

an diabarzh

1850
Daveenn : GON.II pg diabarz

eus a ziabarzh an douar eo bet tennet

1850
Daveenn : GON.II pg diabarz

An diabarzh, eme unan, / A zo re strizh ha re vihan.

1867
Daveenn : MGK p59

Esa a ris digeriñ, mes an nor a yoa prennet en diabarzh.

1878
Daveenn : EKG.II p.39

Edon a-c’haoliad war ar voger o vont da ober ul lamm en diabarzh, pa soñjis e oan ginaouek o lezer va skeul er-maez, rak, ouc’hpenn ma rankjen he c’haout evit dont adarre kuit, e tiskouezje c’hoazh d’an neb a deuje da sellet, e oa aet unan bennak dre eno.

1878
Daveenn : EKG.II p.118-119

An Awenizien a c'hall dont en diabarzh ar c'hromlec'h e-pad ar Gorsedd digor, a-hed ar vevenn.

1909
Daveenn : REZI p. 6

Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.

1923
Daveenn : SKET p.26

Ken en diabarzh, ken en diavaez al logelloù ez oa an holl draezoù kempenn.

1923
Daveenn : SKET p.63

Ha setu pe neuz a oa d’ar c’hreñvlec’h : ur voger-dro vras kelc’hiek gwennet gant raz hag, en diabarzh anezhi, un niver klozioù o terc’hel pep a di-annez gant an adtiez anezhañ (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.8

En e diavaez, war an traezhennoù bevennet a eon-mor, e kerzh bagadoù kirvi ; en e diabarzh, e c’hourlamm an eog e-mesk delioù an haleg ; hag ar reunig, o tivorañ, a c’hourvez war al leton e disheol gwez e nevedenn greiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.74-75

Peurc’holoet eo ar vro en he diabarzh gant koadoù tev a vezv, a dilh, a zerv.

1924
Daveenn : SKET.II p.67

Abaoe pell 'zo o deus an douaroniouron taolet evezh ouzh ar plegoù-mor-se, strizh-kenañ ar pep brasañ anezho, a ya pell-pell e diabarzh an douar-bras, ur stêr (pe ur wazh-dour) oc'h echuiñ e deun pep hini anezho.

1943
Daveenn : TNKN p15

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Me 'oa an dro gentañ din da welout tier ken uhel, stalioù ken trellus en daou du, gant gwerennoù en ur pezh a veze gwelet a-dreuz dezho ur bern bitrakoù en diabarzh.

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Ur bern kerent a oa eno o kimiadiñ diouzh o bugale, rak n'o doa ket a urzh da vont en diabarzh.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

[E] diabarzh ar werzennoù e oa kensonennoù ha vogalennoù hag a glote an eil gant eben hep noazout tamm ebet ouzh ar menozioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.173

Kevredigezh Celtia a gasas ul lizher digor da c'hournamant Frañs, e miz gwengolo 1902, evit sevel he mouez a-enep kelc'hlizher an aotrou Combes, ministr an Diabarzh, a zifenne ouzh ar velein prezeg brezhoneg hag ouzh ar vistri-skol gouzañv an disterañ ger brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.187

A-boan ma oa degouezhet Lukaz en ti, ma teuas ivez en diabarzh daou baotr eus Lotei, Job ha Lom dre a [sic, "o"] anv badeziant.

1944
Daveenn : ATST p.13

— « Ya, ya ! » a voe respontet dezhañ eus an diabarzh.

1944
Daveenn : ATST p.27

Den ne respontas. Mont a rejont en diabarzh.

1944
Daveenn : ATST p.82

Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.

1949
Daveenn : SIZH p.48

–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ken stag on ouzh ar frankiz ma ne gav ket din e c'hellfen en em zispakañ penn da benn e diabarzh an arme

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Tremen a reomp dre greiz kêr, hag e reomp ur gwel d'al lez-varn ha d'an ti-kêr, kaer-kenañ an diabarzh anezhañ gant e lennad dour sioul.

1985
Daveenn : DGBD p13

[...] bihan eo iliz-veur Kemper, diouzh muzul ar pep brasañ eus ilizoù kempred Europa. Kaeroc'h 'zo, nebeut a zibrad 'zo dezhi en diabarzh. Hag hi uhelikoc'h eget he c'henseurtezed a Vreizh, n'eus etre begel ar volz uhelañ hag al leur, nemet ugent metr (evel e Dol, met n'eus ken triwec'h metr e Landreger ha c'hwezek e Kastell-Paol).

2013
Daveenn : LLMM niv. 399 p. 5

An tri frenestr a zo oute stalafioù houarn a vez serret eus an diabarzh. Freskaet eo an aergelc'h gant an hinaozerezh.

2015
Daveenn : EHPEA p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial