aloubet
Dre ma 'z ae ar mor war aloubiñ an traoniennoù, ne veze mui dre-holl diatredet ar strad gant ar froud.
Gouenn ar Bahouined, Mfang eus o gwir anv, eo an hini c'halloudusañ el lodenn-se eus Kreiz Afrika ; edont da vat oc'h aloubiñ ar vro etrezek ar Gornaoueg hag ar Su d'ar mare m'eo degouezhet an dud wenn da vezañ mestr ar vro, ha flastret e vije bet ar pobladoù all ganto, ma ne vije ket bet Europiz aze evit saveteiñ ar restadoù diwezhañ anezho.
Ar porzh a oa fresk-tre hag un tammig leizh ; an heol o vont da guzh a c'houlaoue splann c'hoazh an oabl, en uhel, met ar porzh a oa aloubet endeo gant ar rouz-noz, kent ar c'houlz.
Aloubiñ stalioù, melestradurezhioù, sezioù embregerezhioù, douaroù labour, lojerisoù goullo, peulioù linennoù TUT...
Gallout a reont stourm er parkadoù OGK, da geñver ur skarzhadeg tud dibaper, en ur stourm sokial e-barzh un embregerezh, sikour stankañ un [ur] chanter, mont da vastariñ panelloù bruderezh, aloubiñ ul lec'h saotrus, un emvod aksionerien pe vinistred zoken.
[...] savet tiez ha kenkizoù er c'hoadeier, e takadoù adkoadañ, hag oc'h aloubiñ domani ar Stad.
O lezel [ar gazetennerion] da aloubiñ ma burev ha da zispakañ evel tennataerion. Azezañ a ran ha gortoz e strakfe an tennoù kentañ.
Ur vojenn, pe ur gredenn, a lakae ar Vrezhoned da vezañ diskennidi ur Brutus bennak, hennezh bet aet kuit eus Troia pa oa bet aloubet ar gêr-se gant kadourien Agamemnon.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
aloubour