Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. 1. (db. an dud pe al loened) Troc'hañ ar penn (da). Dibennet e voe Pontkalleg a daolioù bouc'hal. Dibennañ sardined. HS. dic'houzougañ. 2. (db. ar plant) Troc'hañ al lodenn uhelañ. Ar gwez a voe dibennet hag ar c'hleuzioù a voe freuzet. HS. divegañ. 3. Kutuilh (frouezh) gant an dorn. Dibennañ avaloù, per. II. Dre skeud. 1. (db. ar strolladoù tud) Diskar (un emsav pe ul luskad) en ur herzel pe en ur lazhañ e renerien. Dibennet e voe an emsavadeg ha miliadoù a dud a fallgalonas. 2. (db. ar sioù) Lemel. Gwell e oa mont d'ar si fall dre nerzh hag e zibennañ en un taol. 3. (db. an dud) Ehanañ da vezañ pennhêr (pa vez ganet ur breur pe ur c'hoar). Lom a oa droug ennañ o vezañ ma oa dibennet.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

dibennet

1499
Daveenn : LVBCA p56 (descole [décapité])

dibennañ

1499
Daveenn : LVBCA p56 (decoler [décapiter])

dibennañ

1499
Daveenn : LVBCA p56 (decouler [décapiter])

Neuze Sezar mezvet gant e furor a c'hourc'hemenas ez vijent holl asambles dibennet war un dro gant Porfirius, hag o c'horfoù taolet d'ar chas da zibriñ.

1576
Daveenn : Cath p23

30. Neuze e taolas señtañs [en] he enep hag ez c'hourc'hemennas ez vefe dibennet.

1576
Daveenn : Cath p23

[«]Ha rak-se, ret [eo] ez sakrifiez hiziv pe me a ray da zibennañ[.»]

1576
Daveenn : Cath p23

dibennañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg decapiter, decoler

dibennañ ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (couper le) cou (à quelqu'un)

dibennañ ur wezenn, un tach, ur spilhenn

1732
Daveenn : GReg pg eteter (parlant des arbres (des clous &c.)

dibennet

1732
Daveenn : GReg pg (couper le) cou (à quelqu'un), decapiter (decoller), decoller (couper la tête)

dibennañ

1732
Daveenn : GReg pg decapiter (decoller), decoller (couper la tête)

dibenna ur re

1732
Daveenn : GReg pg coupper (la tête à quelqu'un)

dibenniñ

1732
Daveenn : GReg pg decapiter (decoller)

dibennet eo bet e Pariz

1850
Daveenn : GON.II pg dibenna

dibennañ

1850
Daveenn : GON.II p.58, Grammaire bretonne, "décapiter".

dibennañ

1850
Daveenn : GON.II pg dibenna, dic'houzouga

dibennet

1850
Daveenn : GON.II pg dibenna

ret eo dibennañ ar wezenn-mañ, re uhel e sav

1850
Daveenn : GON.II pg dibenna

Gwechall, evit serriñ o ginou outo, evit miret outo da brezeg gourc’hemennoù Doue ha re an Iliz, e veze troc’het o gouzoug outo ; bremañ ez eus c’hoant da viret ar memes tra. Peur e teuio adarre ar c’hiz kozh da zibennañ ar veleien ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.294

E meur a vro marteze [ez] eus bet dibennet muioc’h a dud eget e Breizh-Izel, mes n’eus bro ebet hag a ve bet graet enni kement evit displantañ ar relijion eus a galon an dud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.156

Dastum eta gant mall ha desk gant evezh kement a vez dezrevellet diwar hor penn gant an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe un deiz a-greiz-holl ur gwall reverzhi bennak da derriñ ha da zibennañ broadelezh ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezhi, pellskignet ha diren, kavout ez levrioù brud o gouenn, skouerioù o gourdadoù hag ar gelennadur[ezh] o deus bet digant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : p.81, [...] lin. 3 kent an dibenn, e lec’h « ar gelennadurez » lenn « ar c’helennadur »").

Diouzh renk e roan anezho dre m’o deus en em warlerc’hiet, o teraouiñ dre an henañ hag o tibenniñ dre an nesañ deomp : Senodonnos, Senorix, Senokondos, Kavaros, Matidonnos, Epatix, Marotigernos, Tigernomagalos, Eparios (1).

1923
Daveenn : SKET p.85

Talvoudus eo resisaat an doare ma tibenn fiordoù Norge war an diavaez.

1943
Daveenn : TNKN p46

Dibennet eo ar roue kaezh, / An dispac'herien zo o ren ; / Er c'hêrioù koulz ha war ar maez, / Tud lik ha kloer, an holl a gren.

1960
Daveenn : PETO p28

Hag a-walc'h n'eo dinac'h Doue / Ha trubardiñ Bro ha Roue, / Ober noilh d'ar sitoianed, / Da vignoned ken lubanet, / Ha beleien geizh diskuliañ / Da zibennañ pe drubuilhañ ?

1960
Daveenn : PETO p74

Evit dougen an dilhad e veze a-walc'h lakaat en douar, e-kichen ar gwele, ur skourr brankaouek, ha dibennañ ar brankoù-se.

1985
Daveenn : DGBD p168

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial