Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (db. an dud) 1. Na gousk ket, a c'houzañv anhun. Me zo digousk bras. 2. N'emañ ket o kousket. Edont en o gwele, digousk. & Bezañ etre kousk ha digousk : menel kousket ha digousket a-bep-eil. DHS. dihun. B. Dre ast. (db. al loened) Dihun a-fet spered. Ul loen digousk ha soutil. II. (db. ar prantadoù) Hep kousket. Un nozvezh digousk a zegasas ar sklêrijenn. Tri devezh digousk.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

digousk

1850
Daveenn : GON.II pg digousk

me a zo digousk-bras

1909
Daveenn : BROU p. 224 (moi je ne dors guère)

Marteze e veze en e spered, adalek an deroù, ur raktres sklaer hag echu-mat evit e oberennoù ; pe neuze marteze, diouzh an noz, pa veze digousk en e wele, e stage da soñjal : "Dal ! Ha ma rafen kentoc'h e-giz-mañ : muioc'h a simant a yelo e-barzh ".

1992
Daveenn : EAZB p. 108

Bremañ p'o gwelan en trepas, goude un nozvezh digousk, ur bec'h pounner war ma c'halon, an dra diwezhañ a c'hellan herzel outañ eo reiñ sklêrijenn d'ar gazetennerion.

2015
Daveenn : EHPEA p71

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial