Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. N'eo ket kousket. Dihun-mat on goude ar banne kafe. Un den dihun a oar hunvreal ivez. 2. Dre skeud. (db. an dud) Lemm e spered. Ne douello ket ar plac'h dihun-se. [1924] [...] daoust d’ar c’hure da vezañ bet lavaret dezhañ penaos Bilzig a oa ur paotr dihun, hag a deuje buan war vad. HS. bev, birvidik, bliv, divorfil. 3. (db. ar pennadoù amzer) Hep kousked. Meur a nozvezh dihun en deus tremenet. II. Adv. Ent dihun : e stad an dihun (1). Oberataet eo bet ent dihun. & Tr. adv. WAR ZIHUN : o chom hep kousket. E-kreiz an noz e vez ur bern loened war zihun.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

dihun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vigilant

dihun da bep mare

1732
Daveenn : GReg pg alerte

dihun

1732
Daveenn : GReg pg éveillé (qui ne dort point), (vif, agissant)

dihun

1732
Daveenn : GReg pg éveillé (qui ne dort point), (vif, agissant)

n'eo ket dihun c'hoazh

1850
Daveenn : GON.II pg dihun

ur paotr dihun eo

1850
Daveenn : GON.II pg dihun

dihun

1850
Daveenn : GON.II pg diun

dihun

1850
Daveenn : GON.II pg dihun, diun

Skuizh e oamp, n'eo ket souezh : kousket c’hwek a rejomp holl betek antronoz vintin ; nemet unan ac’hanomp, pep hini d’e dro, a yoa chomet dihun evit ober ar ged.

1878
Daveenn : EKG.II p.11

Barnour-meur ar Bagadoù sakr, Pulluc’her ar fallakred, Kadour dihun atav, o varc’hegezh War an harzoù, tok-houarnet e benn, Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed, Hennezh e vezo an ostiziad a zeu hiziv !

1924
Daveenn : SKET.II p.11

Ken brudet fall e oa ken n’oa ket bet falvezet gant an aotrou person hen digemer er c’hatekiz, daoust d’ar c’hure da vezañ bet lavaret dezhañ penaos Bilzig a oa ur paotr dihun, hag a deuje buan war vat.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Ur wech an amzer, Bilzig a deue da welet hag-eñ a oa dihun ar baotrez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

dihun

1931
Daveenn : VALL pg alerte

Job ha Lom en em gave gwall-nec’het ["gwallnec'het"], abalamour ma chome dihun ar voereb, en desped d’o holl bolontez vat da glask lakaat anezhi da gousket.

1944
Daveenn : ATST p.45

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

1944
Daveenn : ATST p.52

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Daveenn : SIZH p.48

Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Er mizioù diwezhañ avat e kaven-me ivez gras mont da ober ur c'houskig goude merenn, met neuze e oan krog ivez da chom dihun e-pad ur pennad war-dro div eur noz.

1985
Daveenn : DGBD p150

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial