Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat ub. da baouez a gousket. Ret e voe zihuniñ da c'hwec'h eur. 2. Dre skeud. Broudañ, lemmaat ar spered. E gomzoù o deus dihunet e genvroiz. & Trl. Dihuniñ an debron gouzout : reiñ c'hoant da ub. da c'houzout (ar pezh a c'hoarvezo). 3. Dre ast. Degas en-dro d'ar vuhez. Dihunet eo bet a-douez ar re varv. HS. dasorc'hiñ. II. V.g. 1. Paouez a gousket, dont en-dro d'ar stad a zihun (I 1). Dihun paotrig ! poent eo mont d'ar skol. Hiziv ez on dihunet abred. & Trl. Dihuniñ en ul lamm : dihuniñ a-daol-trumm. 2. Dre skeud. Dont da vezañ emskiantek. C'hoant hon eus da welet ar Vretoned o tihuniñ. 3. Dre ast. (db. ar skiantoù) Dont da vezañ buhezekoc'h, kizidikoc'h. Frond ar bleunioù o tihuniñ en abardaez.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

dihunañ

1499
Daveenn : LVBCA p58 (veillir)

dihun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg desendormir, (s')eueiller

dihunañ ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg eueiller (quelqu'vn)

dihunañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg veiller

dihunet

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (la jambe engourdie

dihun

1732
Daveenn : GReg pg (s') éveiller

dihuniñ

1732
Daveenn : GReg pg eveiller

dihunañ ur re

1732
Daveenn : GReg pg eveiller

divunañ, dihunañ, ar c'har

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (la jambe engourdie

dihunet

1850
Daveenn : GON.II pg dihuna (Eveiller, faire cesser le sommeil, rompre le sommeil. Réveiller. S'éveiller, cesser de dormir. Se réveiller. Part.)

Dihunit ar mevel.

1850
Daveenn : GON.II pg dihuna (Éveillez le valet).

Deiz eo, dihunit.

1850
Daveenn : GON.II pg dihuna (Il est jour, réveillez-vous).

it da zihunañ ar vatezh

1850
Daveenn : GON.II pg matez

dihunañ

1850
Daveenn : GON.II pg digouskein, dihuna (Eveiller, faire cesser le sommeil, rompre le sommeil. Réveiller. S'éveiller, cesser de dormir. Se réveiller).

Ar bobl, war gement-mañ, a zihunas raktal, a gasas dioutañ [sic] ar barrad-amzer fall

1867
Daveenn : MGK p4

Logodenn gêr, debret he c'hoan, / Ya da gousket goude[,] diboan, / Ha daoust ma voa plouz he lojeiz, / Pa zihunas, voa pell an deiz.

1867
Daveenn : MGK p126

Neuze avat e oant leun betek o ginou, hag int en em roet da gousket. Me a zo chomet war vale. Da bemp eur em eus dihunet o c’habiten, en u[l] lavaret dezhañ e oa deiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.228-229

« Mat, ret eo e kouskfent evel gozed en o zoulloù, pa ne zihunont ket, emeve en ur vont da-gichen prenestr starn-an-daol. »

1878
Daveenn : EKG.I. p.41

Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Dihuniñ a reas ha trugarekaat doue Manos.

1923
Daveenn : SKET p.122

Ar gwel-se a zihunas enni koun he fried (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.52

Ha koulskoude, koulskoude, dihun, ankounac’h, dihun, dihun !… Sav war da ziwaskell, kae ! kae ! lez, lez ar c’houn, ya, lez ar c’houn da sklêrijennañ va mennozh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

E porzh ar bagoù, div c’hober hag un toullad bagoù pesketa : bras ha bihan, astennet int war an traezh, o c’hortoz ar mor da zont d’o zihuniñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizheur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep rannañ ger ouzh hini, hep dihuniñ den.

1924
Daveenn : SKET.II p.12

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Daveenn : SVBV p8

kement ha dihuniñ ar marc'h hepken

1931
Daveenn : VALL pg assez

— « Lom, dihunet oc’h ? Lom ne responte ket. — « Lom, dihunañ a rit ? » Lom ne responte ket muioc’h. — « Lom, dihunañ a rit, pelloc’h ? » — « Heu ? » — « N’eo ket heu eo, nemet dek eur hanter.

1944
Daveenn : ATST p.69

Ar votadeg-se a zihunas dre-holl brogarantez ar Vretoned, hag a zegasas milieroù tud da verkañ o anvioù en hor c’hevredigezhioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile : — « Hag a nevez, e Karreg-al-Louarn ? » — « Ur c’hazh o vervel an hini eo ? » — « Pe un den ? » — « Pe an Ankoù ? » — « Pe Satanaz ? » — « Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. »

1944
Daveenn : ATST p.65

A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwallc’hwerv"] gant aer Lanurgad.

1944
Daveenn : ATST p.74

An deiz-se, [L]un vintin goude pardon Landremel, Job a zihunas war-dro nav eur, ha Lom war-dro nav eur hanter

1944
Daveenn : ATST p.27

Ar person -goude bezañ bet pell dilavar hag evel o tihuniñ eus ur c'housk pounner-

1960
Daveenn : PETO p42

Seblant glav edo. Lakaet ho poa ur c'helorn dindan an doenn. Dihuniñ a rit en noz, hag e klevit an tik tik tek disingal. N'eo ket c'hoazh goloet foñs ar c'helorn, a soñjit. Dizale e paouezo ar muzik hegasus-mañ. - Ne baouez ket an tik tik tek tek... Betek ar beure... Ho kelorn oa toull !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 43, Anjela Duval

Diouzh ar mintin, er pempet devezh pa zihunan, en em gavan en un taol en ur forn c'hor.

1985
Daveenn : DGBD p16

Muiañ ma c'heller gwelout c'hoazh eo antilopenned dihunet trumm a-greiz o c'housk o skarañ kuit.

1985
Daveenn : DGBD p61

E seurt degouezhioù, pa vank ho tihuner d'ho tihuniñ, ez eo stag ho peoc'h evit an devezh ouzh an doare m'eo c'hwezhet ho pneuioù, ma fulenn ho koulaouennoù, ma tro alc'hwez an enaouerez, Doue ar mekanik a oar ouzh petra c'hoazh eo stag...

1992
Daveenn : EAZB p. 107

N'on ket evit gouzañv ken e vijec'h c'hoazh ouzh ma bevañ, c'hwi ha Fanis. Ne badan ken ouzh em reiñ da gousket hag o tihuniñ da veure en ur soñjal ez on kablus.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial