Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
13
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Hep tamm deskadurezh. Dizesk a-walc'h eo war meur a dra. Dont a reas keuz dezhañ da vezañ ken dizesk war traoù al labour-douar. Tud dizesk. [1954] Ha distagañ a rae an diotach-se gant pouez-mouezh fentus Gwaskogniz hag ivez gant balc’hder dispar ar ganfarded dizesk. HS. diouiziek, diskol. ES. desket, gouiziek.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Desket e voe ganti da lavarout gwir atav, da vezañ seven ha hegarat, da ziwall d’ober goap ouzh ar gozhidi, ar glañvourien, ar re nammet, ar beorien, an dud dizesk, an diavaezidi, ar sklaved.

1924
Daveenn : SKET.II p.25

Ar verdeidi dizesk-se, a leverer din, n'o deus poan ebet o komz kembraeg a-benn un tammig amzer.

1944
Daveenn : EURW.1 p.130

Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez.

1954
Daveenn : VAZA p.186

War-zigarez e veze e[n]-dro din tud diseven ha dizesk, arabat e vefe deoc'h koulskoude dont da grediñ e oan gwalleürusañ gwaz oc'h ober e amzer war vor.

1954
Daveenn : VAZA p.146

Ger galleg ebet ne ouient eveljust [evel-just], ha ken dizesk-all e oa hon ebestel evit ar pezh a selle ouzh yezh ar vro, hogen n’eus forzh, en em zibab a raent mat-re gant jestroù ha dreist-holl gant pokoù.

1954
Daveenn : VAZA p.170-171

Ha distagañ a rae an diotach-se gant pouez-mouezh fentus Gwaskogniz hag ivez gant balc’hder dispar ar ganfarded dizesk.

1954
Daveenn : VAZA p.142

O, me 'oar ez eo paotr mat - n'eo ket ret deoc'h krizañ ho tal - ur paotr espar, a garjen kalz gwelout aliesoc'h ; daoust da se, ur brizhouizieg eo ; un aze kornek a vrizhouizieg dizesk.

2012
Daveenn : DJHMH p33

Evit ar vojenn-se da vezañ faltazius ken-ha-ken, ha bet savet dreist pep tra evit ezhommoù politikel da vare an Duked, e tiskouez splann e oa chomet bev hengoun Ilias Homeros betek penn pellañ kornôg Europa hag e-kreizig-kreiz ur Grennamzer gwallvrudet, e gaou, evit bezañ marevezh an dud dizesk ha gouez.

2016
Daveenn : ILIAS P 9

Ofis publik ar brezhoneg