Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Dizober un ere. Distagañ ur prizoniad diouzh ur post. Distagañ ul loen. Ar c'havr he deus distaget he nask. & Trl. Distagañ ur c'hi ouzh ub. : e zistagañ evit ma'z afe da dagañ an den-se, d'e lakaat da dec'hel. 2. Ent strizh (db. al loened-samm) Disterniañ. Distagañ ur marc'h. 3. Dre ast. Pellaat (udb.) diouzh ub., udb. Ne zistag penn diouzh e levr : ne sav ket e benn a-ziwar e levr. B. Dre ast. 1. Teuler soniadoù, sonioù a-benn komz, kanañ, c'hwitellat. Distagañ ur ger, un nebeud komzoù. Distagañ anv ub. Distagañ sotonioù. Distagañ ur c'hwitelladenn. 2. Ent strizh Teuler soniadoù dre lakaat e ziweuz hag e deod da fiñval. Distagañ a ra mat e gomzoù. N'eo ket gouest da zistagañ saozneg evel m'eo dleet. N'int ket evit distagañ ur ger er yezh-se. & Ent krenn Distagañ a ra mat. 3. Dre ast. Strivañ da gomz, da ganañ brav, a-benn dudiañ e selaouerien. Distagañ ur brezegenn. Distagañ bommoù kaer. Distagañ ur c'han. 4. Trl. Distagañ teod ub. : reiñ ar gomz d'un den mut. C. Dre ast. 1. (db. an dud, al loened) Reiñ (un taol d'ub.). Distagañ un taol gant ub., d'ub. Distagañ ur palvad, ur skouarnad d'ub. [1924] N’oa ket erruet mat war ar c’hrignol, ar maout — flaeriañ a rae gant an aon — a zistagas gantañ gwellañ taol tourt en devoa biskoazh roet en e vuhez… [1924] Bidoullig [ur gazeg] a oa kizidik-meurbet eus an tu-se, ha, gant he zroad kleiz a-dreñv, e tistagas ur flipad… HS. diastenn. 2. Pemdez (db. an dud) Termen a dalvez da c'heriañ un ober. Distagañ ur pennad kousket : kousket e-pad ur pennad. Distagan ur c'hofad : debriñ kalz re. Distagañ banneoù, distagañ ur c'horfad: evañ kalz re a ziedoù alkoolek. & Dizoare Distagañ un droiad war ur vaouez : kaout darempredoù rev gan ti. D. Dre skeud. Lezel ereoù mignoniezh, karantez, h.a., da zont da vezañ laoskoc'h, da vont da get. Distagañ e galon diouzh madoù ar bed-mañ. II. V.g. A. 1. Pellaat diouzh udb., kouezhañ eus udb. Gwelet em eus ur maen o tistagañ diouzh ar voger. Distaget eo ar simant diouzh ar mein. 2. Dre heveleb. Pellaat, da welet, diouzh udb., diouzh ul lec'h bnk. Dont a rafe an heol da zistagañ : da bellaat, da welet, diouzh an neñvoù. B. Dre skeud. 1. Dilezel (ub.). Distagañ a ra ar chañs dioutañ. 2. (db. ar c'hleñvedoù) Mont diwar ub. Ne zistag ket an derzhienn dioutañ. HS. dispegañ. 3. (db. an dud) Distagañ diouzh kleñved : dont da vezañ yac'h en-dro. 4. (db. an dud) Paouez (a ober udb.). Distagañ diouzh al labour. III. (dirak un av. degaset gant an ar. da) En em lakaat (da). Distagañ da c'hoarzhin. HS. dirollañ, diskordañ, distignañ. IV. V. em. (db. an dud) EN EM ZISTAGAÑ DIOUZH. 1. Lezel ereoù mignoniezh, karantez, h.a., da zont da vezañ laoskoc'h, da vont da get. En em zistagañ diouzh an douar. 2. Pellaat diouzh (ub.). En em zistaget eo diouzh ar maer.

Exemples historiques : 
73
Masquer la liste des exemples

distagañ

1659
Référence : LDJM.1 pg deioindre, detacher

distagañ diouzh un aotrouniaj, diouzh un dalc'h, diouzh ur varn

1732
Référence : GReg pg distraire (demembrer une seigneurie)

distagañ an ounezer, ar vilgen diouzh e fas, diouzh e zaou zorn

1732
Référence : GReg pg (se) décrasser

em zistagañ

1732
Référence : GReg (se) dégager (se détacher, se dépetrer)

distagañ diouzh

1732
Référence : GReg pg dejoindre

distagiñ

1732
Référence : GReg pg deprendre (detacher), detacher (ôter une chose attachée)

distagañ ar arc'hant diouzh un dra

1732
Référence : GReg pg desargenter (ôter l'argent d'une chose argentée)

em zistagañ diouzh un dra bennak

1732
Référence : GReg pg (se) detacher (de quelque chose)

poan en deus o tistagañ

1732
Référence : GReg pg (il est dur à la) desserre

ne zistag ket aes

1732
Référence : GReg pg (il est dur à la) desserre

distaget ur javedad dioc'h un den

1732
Référence : GReg pg flanquer (Flancqer un soufflet à un homme, pp.)

distagañ un taol troad diouzh ur re

1732
Référence : GReg pg appliquer

distagiñ kerc'hennoù

1732
Référence : GReg pg garder (En donner à garder, Van.)

distagañ gevier

1732
Référence : GReg pg habler (craquer)

ur voc'had en deus distaget dioutañ ar c'haerañ

1732
Référence : GReg pg (il lui a donné un soufflet à tour de) bras

distagañ ur javedad dioc'h un den

1732
Référence : GReg pg flanquer (Flancqer un soufflet à un homme.)

distaget

1732
Référence : GReg pg attaché (qui n'est point attaché), causer (habler), debiter, deprendre (detacher), desaccoupler, desatteler (ou deteller, ôter les chevaux ou les boeufs d'une charette &c.), detacher (ôter une chose attachée), habler (craquer, pp.)

Distagañ ar c'hreien dioc'h ar billig.

1732
Référence : GReg pg gratin (Detacher le gratin du bassin.)

distaget gevier

1732
Référence : GReg pg habler (craquer, pp.)

distagañ

1732
Référence : GReg pg causer (habler), deprendre (detacher), desaccoupler (détacher des boeufs qui étoient attachez pour le labourage), desatteler (ou deteller, ôter les chevaux ou les boeufs d'une charette &c.), detacher (ôter une chose attachée), detacher (les bêtes à cornes attachées pour paître, ou à l'étable), habler (craquer)

distago ar man diouzh ar gwez

1732
Référence : GReg pg émousser (ôter la mousse des arbres)

distagiñ diouzh

1732
Référence : GReg pg distraire (demembrer une seigneurie)

na zistagin ket, n'am bezo bet kig, pe groc'hen

1732
Référence : GReg pg (j'aurais) cuisse (ou aîle de cette affaire)

distagañ kaer

1732
Référence : GReg pg debiter (parler facilement & agréablement)

distagañ gedon

1732
Référence : GReg pg debiter (de fausses nouvelles)

distagañ keloù

1732
Référence : GReg pg debiter (des nouvelles)

distagañ

1850
Référence : GON.II pg distager

Distagañ a ra diouzh kleñved.

1850
Référence : GON.II pg kleñvéd (Il relève de maladie).

distagañ

1850
Référence : GON.II.HV pg displéga, distaga

distaget

1850
Référence : GON.II pg distaga

distagit ar marc'h

1850
Référence : GON.II pg distaga

distagañ

1850
Référence : GON.II pg distaga, distager

ne oar ket distagañ

1850
Référence : GON.II pg distaga

biskoazh n'oc'h eus klevet distagañ eveltañ

1850
Référence : GON.II pg distaga

distaget

1850
Référence : GON.II pg distaga

Distagit, mar kirit, ar c'hrien diouzh ar billig

1850
Référence : GON.II pg krien, kriénen

Ret eo, oc'h er gortoz, / Distagañ ar galon dioc'h kement zo krouet, / Ha lavaret : / A-walc'h ! a-walc'h ! a-walc'h ! N'em beus ken da c'houlenn, / Nemet, goude mervel, / Mont eus a Vreizh-Izel / Da vaner kaer an Neñv, gant Doue da berc'henn.

1867
Référence : MGK p70

Ur c'here a gane hep paouez hed an deiz, Un dudi e welet, Un dudi e glevet ! Bommoù a zistage, eürus voa evel seiz.

1867
Référence : MGK p27

— « Klemm a rit, eme zañ, da betra klemm ve mat ? / Dioc'h klemmoù ne zistag nemet nec'h, poan-spered ; / Gwelloc'h ve labourat evit gounit ar boued. »

1867
Référence : MGK p79

Hogen, o wikañ er c'hiz breizh-Izel mojennoù ar broioù all, n'eo ket hepken lakaat an dud da c'hoarzhin a fell d'an aotrou Milin, war zigarez farsal ha marvailhat, e tistag kentelioù eus ar re wellañ.

1867
Référence : MGK Rakskrid XI

Na it ket d’en em chalañ, emezañ, gortozit ur pennadig. Me a ya da gerc’hat ur vouc’hal d’ar c’hrañj, ha da zistagañ ar c’hi Turk ; gant ar c’hi ha va bouc’hal me a yelo er penn a-raok er c’halatrez.

1877
Référence : EKG.I. p.137-138

Filip a valeas a-hed ar skourr, a blege gantañ ken na edo e-unan en dour betek e hanter ; astenn a reas e zorn evit distagañ ar soudard dioc’h ar skourr m’oa speget outañ.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Muntret eo bet ; ha goude he marv e voe distaget he fenn diouc’h he c’horf, lakaet e beg ur berchenn hir, ha gantañ ez ejod dre gêr Bariz betek prizon ar Roue hag hini ar Rouanez evit en diskouez dezho.

1878
Référence : EKG.II p.74

Petra da ober ? He distagañ a ris dioc’h va divskoaz evit he stagañ ouc’h va gouriz hag he lezer a-ispilh.

1878
Référence : EKG.II p.139

distagañ ur gravanad

1909
Référence : BROU p. 227

distagañ banneoù

1909
Référence : BROU p. 227 (boire sec)

Setu amañ an daou c'her, hag a beurzispleg an daou du eus an hevelep mennozh, ar pep pouezusañ eus hon goulennoù: Distag krenn diouzh Bro-C'hall; Frankiz da Vro-Vreizh d'en em c'houarn hec'h-unan.

1911
Référence : PSEP p VII

Hag eñ e-unan-penn ouzh trizek, ne dermas ket da zistagañ e vag evit redek war-lerc’h Erkuniz.

1923
Référence : SKET p.134

D’ar c’halvadenn-se en em zistage hep bre na striv an ene diouzh ar c’horf.

1923
Référence : SKET p.70

An heol a lavarjed en em zistaget diouzh bolz an neñv hag o ruilhañ war c’horre ar mor war-du an teir flac’h yaouank.

1923
Référence : SKET p.111

Bidoullig [ur gazeg] a oa kizidik-meurbet eus an tu-se, ha, gant he zroad kleiz a-dreñv, e tistagas ur flipad…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

N’oa ket erruet mat war ar c’hrignol, ar maout — flaeriañ a rae gant an aon — a zistagas gantañ gwellañ taol tourt en devoa biskoazh roet en e vuhez…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Tenn dezhañ distagañ e dreid diouzh an douar !

1924
Référence : SKET.II p.36

Distagit ar chas war ar forean-mañ ! a gemennas an aotrou d’e vitizhien.

1925
Référence : BILZ2 p.117

distagañ ur bomm latin

1927
Référence : GERI.Ern pg bomm

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Référence : SVBV p.15

distagañ

1931
Référence : VALL pg appliquer (un coup), articuler, bagout

N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.

1943
Référence : TNKN p8

Ar Mestr, an aotrou Roberts, ma hentas dre ar garidoù don hag ar c'havioù uhel, a oa leun a vengleuzerien o tistagañ pastelloù mein glas, a veze kaset kuit gant un tren bihan.

1944
Référence : EURW.1 p.125

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bont spoue ken kaz e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant.

1944
Référence : ATST p.12

Skuizh e oant o-daou, hag ar pikouz a oa start da zistagañ diouzh korn o lagad.

1944
Référence : ATST p.27

Lod eus ma c'hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoù, ken na oa hanter-zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa.

1944
Référence : EURW.1 p22

- (...) Del ! kemer ar vleunienn-mañ e koun ! Distagañ a reas diwar he brennid ur pezh jenoflenn ruz-gwad.

1949
Référence : SIZH pp.50-51

- N'oc'h ket ac'halen, « Padre » ? He ! he ! friig-furch evel ur verc'h da Eva ma oa !... - A bell on deut, a bell bras ! - Diouzh ho toare distagañ ar C'hastilhaneg, em boa douetet e oac'h estrañjour d'ar vro.

1949
Référence : SIZH p.42

Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.

1949
Référence : SIZH p.41

Distagit ar person kerkent / Ha, gant an Hir, buan en hent.

1960
Référence : PETO p49

Tri den en em zistag dioutañ [ar gward a-araok] da dreiñ er porzh hag er presbital e-lec'h ma 'z int deuet da glask ar person.

1960
Référence : PETO p66

PEZEL, anv gwregel : Ur benveg kegin koad. « Ur bezeliad laezh, ur bezeliad amann. » E Kerne e tistager : ur "bél".

1960
Référence : PETO p86

Pa weljont moarvat ar mor o krizañ, pa skoas warno an dourbil[h], pa grogas ar bagoù da vrañsellat, e krogas ar baotred faro da c'harmiñ ha da nec'hiñ ha ken hegaset e voe Marceau ganto, ma reas distagañ ar vag pilprenn hag a oa bet staget ouzh ar binasenn evit distreiñ buanoc'h da glask goudor ; lezet e voent neuze d'en em zifretañ en doare a garjent.

1985
Référence : DGBD p135

Strivañ a ran da zistagañ ar soñjoù-se diouzhin ha da lakaat ma freder gant an afer.

2015
Référence : EHPEA p46

Mont a ran war-eeun da gelaouiñ Gikas. Tremen a ran hebiou Stella en ur zistagañ un "demat" teuc'h ha da respont em eus an hevelep div silabenn.

2015
Référence : EHPEA p53

Evel-se e vo ret d'hoc'h enebourien lakaat kred er pezh a lâront deoc'h ha neket distagañ komzoù toull na klask gounit amzer.

2015
Référence : DISENT p141

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux