Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A. Doar./Stn. 1. Dalc'het, ereet (ouzh udb.). Pevar alc'hwez stag ouzh un ailhedenn. Bezañ stag ouzh ur groaz. Stag e oa e zaouarn a-dreñv e gein. Stag eo ar c'hi ? & Trl. skeud. Bezañ stag gant ereoù plouz kerc'h : bezañ staget fall. 2. Dre heveleb. Dalc'het, ereet (ouzh udb.), da welet. Stag eo an oabl hag ar stered ouzh an neñvoù. 3. Dre ast. Tost-kenañ (d'udb.). Stag eo e di ouzh ma hini. B. Stn. Ki-stag : a stager ouzh ur chadenn. & Armel-stag : zo staget ouzh ur voger, ur speurenn. & Kanol-stag : na c'haller ket dilec'hiañ. & Porzh-stag: porzh m'eo marilhet ar vag-mañ-bag. II. Dre skeud. 1. Ereet (ouzh ub., udb.) dre ar vignoniezh, ar garantez, dre ur gredenn, un doug, h.a. Stag eo e galon ouzh traoù ar bed-mañ. Chomet e oant stag ouzh falskredennoù. & Trl. Stag eo e galon ouzh e gein : pizh-kenañ eo. 2. Dalc'het dre ur redi gwir. Bezañ stag ouzh ar glad : bezañ rediet da labourat ha da vevañ war douaroù un aotrou. 3. Dalc'het gant ur redi korf, spered. Stag eo ar boan outo.

Exemples historiques : 
33
Masquer la liste des exemples

neb a zo stag e galon ouzh madoù ar bed-mañ

1732
Référence : GReg pg attachement

Lambaol ar givijerien a zo un drev stag ouzh parrez Gwimilio e eskopti Leon

1732
Référence : GReg pg annexe

stag ouzh

1732
Référence : GReg pg adhérent, adjacent, attaché (qui est lié à quelque chose)

stag ouzh un dra

1732
Référence : GReg pg annexe

Hon buhez ned eo stag nemet gant un neudennig.

1732
Référence : GReg pg filet (Nôtre vie ne tient qu'à un filet.)

stag doc'h

1732
Référence : GReg pg attaché

bezañ stag an eil oud [ouzh] egile

1732
Référence : GReg pg entretenir (s' entretenir, être liés ensemble)

stag

1850
Référence : GON.II pg stâg

ur c'hi stag

1850
Référence : GON.II pg stâg

O paouez lenn ar marvailh-mañ, / Meur a zen demezet, stag oc'h ur pennask fall, / A lavaro mard int gwirion / En o c'halon : / Me a garfe ivez bezañ graet kement all, / Eürusoc'h ven bremañ !

1867
Référence : MGK p64

Evit bezañ eürus, atav, atav an den / Rank bezañ hualet ha stag gant ur gordenn.

1867
Référence : MGK p65

E-touez kig chatal all, ur marmouz ormider / A oa stag oc'h ar groug, dirak stal ur c'higer. Un den, o vont, a c'houlennas / Pe mat[,] pe fall e oa e vlaz.

1867
Référence : MGK p76

Abalamour da-se e skrivas d’hon Tad Santel ar Pab, Pi VI, evit lavaret dezhañ e chome hag e chomje stag ouc’h kador sant Per betek e huanad diwezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Her gwelet a rejont hanterveuzet, aet gant an dour ha chomet stag ouc’h ur skourr haleg a yae betek kreiz ar ganol.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Evel m’oa stag e zaouarn a-dreñv e gein, n’oa ket evit sevel anezhañ e-unan, hag ar soudarded, hantervezv, er goapae hag er ruilhe a daolioù treid e-touez an teil.

1878
Référence : EKG.II p.77

Ar c’hleier a yoa aet gant ar republikaned da ober kanolioù, hag ar c’herdin bet stag outo evit o seniñ, a yoa lezet er garidoù.

1878
Référence : EKG.II p.126

Setu-me evel un anduilhenn e siminal Bielon. Mes an anduilh a vez stag, ha me ne raen nemet riklañ a-damm-a-damm, rak ginou ar siminal a zo ledanoc’h eget e veg.

1878
Référence : EKG.II p.138

Gedour atav war sav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an neñv, hag eus lein ar menez a dalv dezhañ da sichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rannvro stag outañ.

1923
Référence : SKET p.12

Merzet ganti, astennet war un hordennad geot sec’h, gouriz arem Kintus, hag hen stag outañ e c’hougleze, e kemeras Derkeia anezhañ hag e lavaras da Gintus : [...].

1923
Référence : SKET p.105 (Reizhet en eil kevrenn -1924- : p.150 : "Da reiza er gevrenn genta" : "P. 105, pempet dilinenna, lin. 2, e lec’h « e c’hourgleze » lenn « e c’hougleze »".

Gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir-gwernioù a zo niverus, stag a-hed ar c'haeoù.

1925
Référence : BILZ2 p.182

Un eizh deiz bennak goude, Bilzig, hanterankouaet gantañ degouezh al Lev-Draezh, a oa en e vag vihan stag eus ur peul war kae Toull-ar-C’hirri.

1925
Référence : BILZ2 p.129

stag ouzh

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI, adhérent (fortement attaché), attenant

stag e groc'hen ouzh e gein

1931
Référence : VALL pg avare

Nozvezh kentañ ur bourc’hiz yaouank en ur gambrad a zo peadra da heugiñ, da neb n’en deus ket ur poull-[k]alon stag mat…

1944
Référence : EURW.1 p.192

Al liver kozh a zigoras dor e sal-labour hag e welis eno war chafodoù, pe stag ouzh ar murioù, [a] bep seurt taolennoù bras ha bihan, unan dreist ar re all a skoas don war ma spered, unan hag a oa ledan evel div liñsel-wele, ha ma weled warni ur beajour o tistreiñ d’ar gêr da noz, e vlev pufet, e dog en e zorn gantañ, hag a bep tu d’an hent, e oa pleget ar gwez gant ar gorvetenn a c’hwezhe start.

1944
Référence : EURW.1 p.92-93

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Référence : EURW.1 p15-16

Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.

1944
Référence : EURW.1 p12

E-kerzh ar C’hendalc’h, e voe bet ul lizher-dre-orjal digant rener ar Felibrige Latin, an aotrou Roqueferrier, eus Montpellier, o kas dimp gourc’hemennoù tud ar c’hreisteiz, stag eveldomp-ni d’o yezh, hag a c’houlenne kerzhout dorn ouzh dorn gant ar Varzhegezh.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Met setu deuet an eur ma tlean, war an tomm, / D'ar re a ren ar Vro reiñ difazi d'anaout / Ha stag e fell deoc'h chom bepred ouz eskob Rom / Pe sentiñ ouz an urzh. Ho respont 'rankan kaout.

1960
Référence : PETO p15

Petra 'vire ouzhin da chom / Dieub a-grenn diouzh tud Pariz / Ha stag bepred ouzh Iliz Rom, / An iliz santel a garis.

1960
Référence : PETO p34

Met deoc'h, den yaouank, petra ' vern / E vefen amañ en ur stern, / Ur stern ifern 'lec'h ma 'z on stag / Hag am gwall heskin hag am zag ?

1960
Référence : PETO p57

Ken stag on ouzh ar frankiz ma ne gav ket din e c'hellfen en em zispakañ penn da benn e diabarzh an arme

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 5

Pevar den gwenn emaomp er veaj-mañ : an tri douarour nevez, hag ar mestr-douarour V. Hourcq hag a zo da vezañ hor blenier a-hed an droiad-mañ ; kalz dougerien hor bo ezhomm ivez evit stlejañ hor sammoù, setu ma 'z eus ivez div vag pilprenn stag ouzh hor pinasenn dre dan.

1985
Référence : DGBD p33

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux